Partido Popular (Spagn)

Ar Partido Popular (PP, "Strollad ar Bobl") zo ur strollad politikel spagnat mirour. Unan eus daou strollad brasañ Spagn eo ha tremen 700 000 a izili en deus, a-hervez. Abaoe miz Du 2011 emañ ar brasañ-niver gantañ e Kambr Kannaded Spagn. Savet e voe ar Partido Popular e 1989, pa oa bet unanet ar strollad anvet Alianza Popular gant daou strollad bihanoc’h, ar Partido Demócrata Popular hag ar Partido Liberal Español.

Partido Popular
political party in Spain
Deiziad krouiñ20 Gen 1989 Kemmañ
Anv er yezh a orinPartido Popular Kemmañ
Anv berrPP, populares, populars Kemmañ
Perzhiad e2019 European Parliament election in Spain Kemmañ
DiazezerManuel Fraga Iribarne Kemmañ
Office held by head of the organizationpresident of the Partido Popular Kemmañ
PrezidantAlberto Núñez Feijóo Kemmañ
General secretaryCuca Gamarra Kemmañ
Testenn ar ger-sturHimno del Partido Popular Kemmañ
StadSpagn Kemmañ
Ezel eusStrollad poblek europat, Centrist Democrat International, Unvaniezh demokratel etrebroadel Kemmañ
Political alignmentright-wing Kemmañ
Ideologiezh politikelFrankizouriezh, conservative liberalism, pro-Europeanism, economic liberalism, Christian democracy Kemmañ
Youth wingNew Generations of the People's Party of Spain Kemmañ
Sez sokialMadrid Kemmañ
Raklec'hiet gantPeople's Alliance, Liberal Party, Democratic Popular Party Kemmañ
Livsky blue Kemmañ
SRGB color hex triplet1E90FF Kemmañ
Postelmailto:dpo@pp.es Kemmañ
Complies withPP (Spain) privacy policy Kemmañ
Rummad evit an iziliCategory:People's Party (Spain) politicians Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.pp.es Kemmañ
Mariano Rajoy o komz dirak tud ar Partido Popular e Madrid e 2005

Gant ar Partido Popular e voe gounezet dilennadeg 1996 hag er galloud e chomas betek 2004, renet gant José María Aznar. Neuze e voe trec’het ar PP gant ar PSOE renet gant José Luis Rodríguez Zapatero. Kemeret e voe lec’h Aznar e penn ar strollad gant Mariano Rajoy, zo kentañ ministr bremañ. Kollet e voe mouezhiadeg 2008 gant ar PP adarre, met trec'h e voe e hini diskar-amzer 2011.

Mouezhioù dastumet gant an Alianza Popular (19771986) hag ar Partido Popular (19862008) e dilennadegoù Spagn.