José María Aznar
D'ar 25 a viz C'hwevrer 1953 e Madrid eo ganet José María Aznar López.
E penn ar Partido Popular eo bet hag e penn gouarnamant Spagn etre ar 5 a viz Mae 1996 hag ar 17 a viz Ebrel 2004.
E 1979 e oa emezelet ouzh an Emglev Poblek, ar strollad mirour bet savet gant Manuel Fraga. Da gannad ez eas a-raok mont da benn kumuniezh emren Castilla y León.
E 1987 e oa bet lakaet e penn e strollad gant Manuel Fraga. Dindan Aznar ez eas ar strollad war-zu ar frankizouriezh (tu-dehou ar c'hreiz) ha cheñchet anv ar strollad gantañ : ar Strollad Poblek e voe hiviziken. E Parlamant Europa ez eas ar SP kuit eus ar strollad mirour evit mont gant hini an dekomtratourien-gristen.
E 1994 e voe trec'het diwar nebeut gant Felipe González.
E 1996 e voe trec'h war Gonzales avat. En em harpañ war ar strolladoù euskarat ha katalan e voe rediet koulskoude evit sevel ur gouarnamant solud. D'ar 5 a viz Mae 1996 ez eas da 1añ Ministr, war anv an tu-dehou evit ar wezh kentañ abaoe distro an demokratelezh er vro.
E 2000 e voe addilennet, ur muiañ-niver klok gantañ ar wezh-mañ.
Eus 20% da 10% ez eas ar feur dilabour dindan e c'houarnamant a-drugarez d'ur c'hresk ekonimikel na oa ket bet anezhañ abaoe ar bloavezhioù 60.
Tost-tre d'ar Stadoù-Unanet e voe evit an aferioù estren. A-du e savas gant George W. Bush evit mont da vrezeleiñ da Irak e miz Meurzh 2003 daoust d'ar Spagnoled bezañ a-enep ar brezel.
Pell zo dija en doa lavaret n'ez afe ket war ar renk un trede gwech. Betek an 11 a viz Meurzh 2004 e oa mat-tre ar sontadegoù evit Mariano Rajoy a oa da zont d'e heul. D'an deiz-se avat e voe gwalldaolioù e Madrid ha bec'h a voe lakaet gant Aznar war an ETA pa ne oant ket kaoz eus an taol-se. Diwar se ez eas ar maout gant ar Strollad Sokialour a oa bet priziet kalz gant an dud penaos e oant ivez a-enep ar brezel.