Veracruz zo ur porzh-mor ha brasañ kêr Stad Veracruz (anvet ivez Veracruz de Ignacio de la Llave), e Republik Mec'hiko, war aod Pleg-mor Mec'hiko, met n'eo ket kêrbenn ar stad: Xalapa an hini eo. Alies e vez graet Puerto de Veracruz anezhi, d'he disheñvelout diouzh stad Veracruz.

Kreñvlec'h kozh tost d'an aod gwelet eus ar malecón
Kreiz-kêr Veracruz gwelet eus penn ar malecón, gant an iliz-veur en diadreñv.
Veracruz gwelet eus an oabl, e miz Mezheven 1997

Jarochos a vez graet eus an annezidi. E 2005 e oa 444,438 e kêr, ha 512,310 er gumun[1].

Istor kemmañ

 
Kêr Vera Cruz ha San Juán de Ulúa en 1615

Diazezet e voe ar pozh gant ar c'honkistador Hernán Cortés, a zilestras eno e 1519, a-raok mont da aloubiñ Bro-Mec'hiko evit Spagn. Envel a reas anezhi La Villa Rica de la Vera Cruz ("Kêr Binvidik ar Gwir Groaz"; a-wechoù e vez lavaret e oa La Rica Villa de la Vera Cruz). Porzh pouezusañ Spagn Nevez e oa. Eno e karged arc'hant ha marc'hadourezh eus listri ar Meurvor Habask, bet diskarget en Acapulco ha degaset dre zouar da adkargañ war listri ar Meurvor Atlantel, da gas da Spagn.

Notennoù kemmañ

  1. INEGI. II Conteo de Población y Vivienda 2005. Tabulados Básicos. http://www.inegi.gob.mx/est/contenidos/espanol/sistemas/conteo2005/default.asp?c=6790


Liammoù diavaez kemmañ

Skeudennoù kemmañ