Alfonso VI León
Alfonso VI León (1047- Toledo, 1109), lesanvet el Bravo (an hini gouez), a renas e León war-lerc'h e vreur, Sancho II Kastilha ha León (1037-1072), hag e Galiza ha Kastilha.
Kemer a reas kêr Toledo, en 1085. Faezhet e voe en emgannoù Uclés, ma varvas e bennhêr, an infant Sancho Alfónsez, ha Sagrajas .
Dimezioù ha bugale
kemmañMeur a wech e timezas.
- En 1067 da Agata Normandi, merc'h da Gwilherm Iañ, roue Bro-Saoz, ha da Matilda Flandrez, nemet mervel a reas-hi a-raok an eured.
- En 1069 da Inés Akitania, merc'h d'an dug Guido Guillermo VIII Akitania ha d'e bried Matilde de la Marche. Inés avat ne oa nemet dek vloaz, ha ret e voe gortoz ken na voe en oad da eurediñ, da bevarzek vloaz eta, a-raok an eured e 1073 pe deroù 1074. Mervel a reas e Mezheven 1078, da 19 vloaz.
- Ne chomas ket intañv pell amzer, rak en 1079 ec'h addimezas da Constanza de Borgoña, ur briñsez c'hall, intañvez ar c'hont Hugo III de Châlon, hogen divugel. Honnezh a oa merc'h da Roperzh II Bourgogn, dug Bourgogn, ha merc'h-vihan Roperzh II Bro-C'hall, roue Bro-C'hall ha mab da Huon Capet. ur verc'h o doe:
- Urraca Iañ León (1081–1126), a renas war-lerc'h he zad Alfonso. Div wech e timezas:
- d'ar priñs gall Raimundo de Borgoña
- ha da Alfonso Iañ Aragon (el Batallador), roue Aragon. Bec'h a savas etreze, ha brezel da-heul.
- Urraca Iañ León (1081–1126), a renas war-lerc'h he zad Alfonso. Div wech e timezas:
War he lerc'h e renas he mab (ha mab da Raimundo de Borgoña), Alfonso VII León el Emperador.
- E miz Du 1093 ec'h addimezas adarre da Berta, ha n'ouzer ket piv e oa he zud, hag a varvas divugel e dibenn 1099.
N'ouzer ket mat pe e timezas gant Zaida pe ne reas ket. Hervez ar c'hronik De rebus Hispaniae, savet gant Rodrigo Jiménez de Rada, arc'heskob Toledo, eo meneget evel pried da Alfonso VI. Hervez ar c'h- Crónica najerense hag ar Chronicon mundi avat e oa serc'h ha n'eo ket pried da Alfonso VI. N'ouzer ket ivez ha krog e oa Alfonso ha Zaida d'en em zaremprediñ a-raok pe goude marv ar rouanez Constanza. Hervez Gonzalo Martínez Díez, e voent euredet goude ar bloaz 1100, divastardet o mab, a deuas neuze da vezañ priñs pennhêr ar rouantelezh kristen León. Tri bugel o doe:
- Sancho Alfónsez (1093–1108), e vab nemetañ ha pennhêr ar rouantelezh. Lazhet e voe en emgann Uclés, ur glac'har bras d'e dad.
- Elvira Alfónsez (1100–1135), dimezet en 1117 da Ruggero II, roue Sikilia, ha bugale dezho.
- Sancha Alfónsez (1101–c. 1125), dimezet da Rodrigo González de Lara, kont Liébana, ha dezho bugale:
- Elvira Rodríguez de Lara, dimezet d'ar c'hont Ermengol VI de Urgel. Addimeziñ a reas Rodrigo da Estefanía Ermengol war-dro 1135.</ref>
Eus e zarempred gant Jimena Muñoz en doe div verc'h:
- Teresa Alfónsez (1083/1085–1130). Kontez Portugal pa zimezas da Henrique de Borgonha. O mab Alfonso Enríquez, a voe kentañ roue Portugal.
- Elvira Alfónsez (c. 1079–d. abril 1157), a zimezas da Remont IV Toloza, kont kont Toloza, ha goude intañveziñ, da 'r c'hont Fernando Fernández de Carrión.
Addimeziñ a reas c'hoazh, en 1108, da Beatriz de Este, merc'h d'an dug d'Este. Hogen mervel a reas ar roue dindan bloaz. Neuze e tistroas ar rouanez d'he bro hag addimeziñ a reas eno. Beziet e voe en iliz-veur Pavia.