Sancho Alfónsez
Sancho Alfónsez (1093–1108), infant, a oa mab bastard da Alfonso VI León, roue León, Castilla ha Galicia, ha d'e serc'h Zaida. Honnezh a oa merc'h-kaer da Al-Mu'tamid, emir Sevilla, ha dimezet e oa da Fath al-Mamun, ur mab da Al-Mu'tamid hag a oa gouarnour Córdoba pa voe kemeret kêr gant an Almoravided, d'ar 27 a viz Meurzh 1091.
Divastardet e voe goude pa voe badezet Zaida, hag adanvet Isabel, Helysabeth er c'hronikoù. Hervez Gonzalo Martínez Díez, e voe euredet e dad hag e vamm goude ar bloaz 1100, divastardet o mab, a deuas neuze da vezañ priñs pennhêr rouantelezh León. Tri bugel o doe, Sancho ha div verc'h:
Ganedigezh
kemmañDizemglev zo etre an istorourien da c'houzout pegoulz e oa ganet. Er bloaz 1093, a gred an darn vuiañ, rak degouezhout a reas e vamm Zaida e lez Alfonso VI en 1090, evel gouestladez un emglev.
Degouezhout a reas Zaida e Toledo goude tec'hel eus Almodóvar del Río (hiriv e proviñs Córdoba), ha ganti un darn eus teñzor ar roue hag ul lizher a-berzh he zad-kaer Al-Mu'tamid da c'houlenn skoazell digant Alfonso VI. En Toledo e klevas keloù eus marv he fried Fath al-Mamun, marvet d'ar 27 a viz Meurzh 1091, hag eus kemeridigezh Sevilla gant an Almoravided e Gwengolo 1091.
Krediñ a reer peurvuiañ e krogas abred an darempredoù etre ar roue ha Zaida ha diwarnañ e voe ganet Sancho.
E varv
kemmañLazhet e voe Sancho Alfónsez en emgann Uclés (1108), ur glac'har bras d'e dad.