Shuhada' Sadaqat, bet ganet Sinéad Marie Bernadette O'Connor (Dublin, 8 a viz Kerzu 1966London, 26 a viz Gouere 2023)[1], a oa ur ganerez, ur stourmerez hag ur sonaozourez iwerzhonat. Ar c'hentañ bladenn studio, The Lion and the Cobra, a oa bet embannet e 1987 ha degemeret en charts dre ar bed. He eil pladenn studio, I Do Not Want What I Haven't Got (1990), a oa bet he gwellañ berzh. Gwerzhet e oa bet ouzhpenn 7 milion kopienn anezhi dre ar bed. Ar single penn tennet diouzh ar bladenn, "Nothing Compares 2 U", e oa bet ar single brudetañ eus ar bloavezh 1990 hervez ar Billboard Music Awards.

Sinéad O'Connor
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhIwerzhon Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denSinéad O'Connor, Magda Davitt, Shuhada' Sadaqat Kemmañ
Anv ganedigezhSinéad Marie Bernadette O'Connor Kemmañ
Anv-bihanSinéad, Magda, Marie, Bernadette Kemmañ
Anv-familhO'Connor, Davitt Kemmañ
Religious nameMother Bernadette Mary Kemmañ
Deiziad ganedigezh8 Kzu 1966 Kemmañ
Lec'h ganedigezhGlenageary Kemmañ
Deiziad ar marv26 Gou 2023 Kemmañ
Lec'h ar marvLondrez Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Lec'h douaridigezhDeans Grange Cemetery Kemmañ
TadJohn O’Connor Kemmañ
Breur pe c'hoarJoseph O'Connor Kemmañ
PriedJohn Reynolds, Nick Sommerlad, Steve Cooney, Barry Herridge Kemmañ
Kompagnun(ez)Peter Gabriel, Richard Heslop, John Waters, Dónal Lunny, Frank Bonadio Kemmañ
BugelJake Reynolds, Roisin Waters, Shane O'Connor Lunny, Yeshua Bonadio Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg, iwerzhoneg Kemmañ
Micherkaner-sonaozer Kemmañ
Tachenn laboursonerezh, sonerezh rock, kanañ Kemmañ
Bet war ar studi eNewtown School, Waterford Kemmañ
Lec'h annezKnockananna, Dalkey, Bré, Londrez Kemmañ
Deroù ar prantad labour1986 Kemmañ
Dibenn ar prantad labour2023 Kemmañ
RelijionIslam sunnit Kemmañ
Kleñvedbipolar disorder, complex post-traumatic stress disorder, borderline personality disorder, fibromyalgia, agoraphobia Kemmañ
Tuadur revelunlabeled sexuality Kemmañ
Voice typemezzo-soprano Kemmañ
Benveg sonerezhgitar, mouezh, tin whistle, benveg-tosiñ, Piano Kemmañ
PladennrolladurSinéad O'Connor discography Kemmañ
Oberenn heverkNothing Compares 2 U Kemmañ
Ezel eusBig Blue Ball, In Tua Nua Kemmañ
Ideologiezh politikelunionism in Ireland Kemmañ
Label sonerezhChrysalis Records, Ensign Records, Vanguard Records, One Little Independent, Nettwerk Kemmañ
Levezonet gantBob Dylan Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.sineadoconnor.com/ Kemmañ
Rummad tostCategory:Sinéad O'Connor songs, Category:Songs written by Sinéad O'Connor, Category:Sinéad O'Connor albums, Category:Sinéad O'Connor singles, Category:Books by Sinéad O'Connor Kemmañ
Hairstyle / hairlengthbuzz cut Kemmañ

E-kerzh he buhez arzel, ne oa ket bet chalet oc'h embann he soñjoù war he hent relijiel, selloù sokial ha politikel, kement hag he c'hudennoù en amzer dremenet hag he c'hudennoù spered. E 2017, O'Connor he devoa kemmet anv evit Magda Davitt. Ur wech troet d'an Islam e 2018, he doa bet kemmet hec'h anv adarre da vezañ Shuhada' Sadaqat. Kendalc'het he doa memestra da ganañ ha D4embann gant he anv-badez.

Yaouankiz kemmañ

Ganet e oa Sinéad Marie Bernadette O'Connor e Dulenn. Anvet e voe diwar anv pried prezidant Iwerzhon (Éamon de Valera anezhañ neuze), a oa Sinéad de Valera, hag ar santez c'hall Bernadette de Lourdes. Trede bugel he zud e oa, diwar pemp. He breur henañ Joseph, a oa romantour; ar re all a oa Eimear, John hag Eoin. He zad, Jack O'Connor, a oa ijinour, met dilezel e vicher a reas da vont da alvokad. He mamm a chome er gêr. Dispartiañ a reas he zud pa oa-hi eizh vloaz.


Albomoù kemmañ

  • The Lion and the Cobra (1987)
  • I Do Not Want What I Haven't Got (1990)
  • Am I Not Your Girl? (1992)
  • Universal Mother (1994)
  • Faith and Courage (2000)
  • Sean-Nós Nua (2002)
  • Throw Down Your Arms (2005)
  • Theology (2007)
  • How About I Be Me (and You Be You)? (2012)
  • I'm Not Bossy, I'm the Boss (2014)

Daveoù kemmañ