Trnava
Trnava (distaget [ˈtr̩naʋa] e slovakeg) zo ur gêr e kornaoueg Slovakia, un 50 km bennak er biz da gêr-benn ar vro, Bratislava. E 2011 e oa 65 578 a dud o chom enni. Kêr-benn Rannvro Trnava eo. Sez un arc'heskopti katolik eo ivez (eus 1541 da 1820, hag adarre abaoe 1977). Ur bern ilizoù zo e Trnava hag abalamour da se eo bet lesanvet "Roma vihan" ("parva Roma"), pe "Roma Slovakia".
Liammoù diavaez
kemmañ- Lec'hienn ofisiel (sk) (en)