Pleuveur-Bodoù
Pleuveur-Bodoù | ||
---|---|---|
Porzhig Landrelleg. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Pleumeur-Bodou | |
Bro istorel | Bro-Dreger | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Aodoù-an-Arvor | |
Arondisamant | Lannuon | |
Kanton | Perroz-Gireg | |
Kod kumun | 22198 | |
Kod post | 22560 | |
Maer Amzer gefridi | Pierre Terrien 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Lannuon-Treger Kumuniezh | |
Bro velestradurel | Bro Treger ha Goueloù | |
Lec'hienn web | Ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 3 837 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 144 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 0 m — brasañ 106 m | |
Gorread | 26,71 km² | |
kemmañ ![]() |
Pleuveur-Bodoù a zo ur gumun eus Breizh, e Bro-Dreger, e departamant Aodoù-an-Arvor. Pleuveuriz a vez graet eus an annezidi.
DouaroniezhAozañ
Pleuveur-Bodoù a zo war Mor-Breizh, etre Trebeurden ha Tregastell.
Kumunioù amezek : Trebeurden; Tregastell; Lannuon (Servel)
AnvAozañ
Bernard Tanguy : Plebs Magna Podou, Plebs Boudou, 1330; Plebs Magna Podou, c. 1330, fin XIVvet; Ploemeur Podou, 1461, 1481; Pleumeur-Bodou, 1486; Pleomeur Podou, 1543
Chom a ra diasur ar wrizienn Podou. Marteze diwar un anv den, evel evit Pleuveur-Gaoter.
Erwan Vallerie : Plebe Magna Podou, Plebe Boudou, 1330; Ploeneur ?, 1407; Plomeur Bodou, 1516; Pluuir Bodou, 1630; Pleumeur-Bodou, 1779
ArdamezioùAozañ
En glazur e vor en argant leinet gant ur steredenn a beder zerenn en aour • Sturienn : Dreist mor ha douar — Ardamezioù degemeret war-dro 1963.
IstorAozañ
Brezel-bed kentañAozañ
- 128 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.le. 4,13 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[2], met hervez ar gevredigezh "Pleumeur en mémoires" e vankfe un 60 anv bennak ouzh ar monumant[3].
TrevadennoùAozañ
- Maroko: ur milour a varvas e 1914.
Eil Brezel-bedAozañ
- Mervel a reas 54 den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[2].
Mojenn ar Roue ArzhurAozañ
E Pleuveur ez eus ur c'hastell Kerduel, hag un enezenn Aval. Ha Kamlez nemañ ket pell ! Ha ma vefe ar vro tro war dro al Leger ar rouantelezh Logres ?
Trawalc'h evit lakat ar speredoù da dridal war mojenn ar Roue Arzhur, abalamour da gCarduel, ur gêrbenn ar Roue Arzhur, ha da enez Avalon, e-lec'h e vefe bet douaret.
Komz e vez eus daou Gembread deut war o zaoulin e kambr ar Roue Arzhur, e kastell Kerduel.
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
Peulvan Sant UzegAozañ
Alez toet Ti ar C'hornandoned (pe Ti-Lia)Aozañ
Taol vaen KerewenAozañ
Iliz Sant PêrAozañ
Chapel Sant UzegAozañ
Chapel Sant SamzunAozañ
Kastell KerduelAozañ
Monumant ar re varvAozañ
Ar RadomAozañ
Enez-VeurAozañ
Stag eo an Enez-Veur ouzh kumun Pleuveur, goude ma oa ur barrez distag, ha person enni, er bloavezhioù 1960.
Enez AvalAozañ
peulvan ha kroaz kozh-kozh
Enez Aganton (kroazioù kozh-kozh).Aozañ
Enez LosketAozañ
Kêriadenn galianAozañ
Deskadurezh ha buhez kenstrollAozañ
Pemp skol a zo e Pleuveur-Bodoù :
- Skolaj Paol ar Flemm (publik).
- Skol Yann ar Morvan (publik) ar bourk.
- Skol Enez-Veur (kentañ derez).
- Skol Armand-Lagain (publik) Kerenog.
- Skol Sant Jozef (prevez) lec'hiet er bourk.
Buhezek eo ar vuhez hag an traoù e Pleuveur, koulz eus kostez ar sevenadur hag eus kostez ar sport. Ar strolladoù sevenadurel a zo kevredet e-touesk an OKSD (Ofis-Kêr ar Sevenadurezh hag an Dudi) hag ar strolladoù sport e-touezh an OKS (Ofis-Kêr ar Sportoù). E Pleuveur-Bodoù a kaver ivez :
- Un drompilhadeg
- Ur c'hlub mell-droad
- Ur c'hlub mell-dorn
- Ur c'hlub tennis
- Ur c'hlub tennis-taol
- Ur c'hlub badminton
- Ur c'hlub sport-emgann (judo)
- Ur c'hlub embregerezh-korf, Cosmogym: meur a briz aet gantañ e kevezadegoù Bro-C'hall
- Ur c'hlub marc'h-houarn war hent
- Ur c'hlub MTB (Marc'h-houarn Treuz-Bro) : Aozer al "Lou-Anne", unan eus an traoù pennañ a c'hoarvez e Bro-Dreger, bep bloaz e miz Here
- Ur skol vageal e kreizenn Enez-Veur
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962Aozañ
Niver a annezidi

MelestradurezhAozañ
GevelliñAozañ
Bro | Kêr | Abaoe |
---|---|---|
Iwerzhon | Bun an Tábhairne | 1992 |
TudAozañ
- Ren' Skeren, skrivagner brezhonek.
Ardamezeg ar familhoùAozañ
d'Acigné, aotrounez Keruzeg ː
En erminoù e dreustell zivouedet en gul karget gant teir flourdilizenn en aour.
|
LevrlennadurAozañ
- Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes d'Armor. Origine et signification. ArMen - Le Chasse-Marée. 1992
- Daniel Giraudon & Louis Lemoine : Saint Samson & Arthur Roi. Commission du Patrimoine. Pleuveur-Bodoù. 1993
- Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
- Edmond Rébillé : Itinéraire littéraire en Côtes d'Armor. Coop Breizh. 1998
- Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes des Côtes d'Armor & Ille-et-Vilaine. 2008
Liammoù diavaezAozañ
Notennoù ha daveoùAozañ
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ 2,0 ha2,1 Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ Ouest-France, 11.11.2015
- ↑ Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. 1890