Enez-Veur (Pleuveur-Bodoù)
Enez-Veur (distaget [ˈeːneˈzœːr]), pe an Enez-Veur, zo un enezenn e kumun Pleuveur-Bodoù, lec'hiet er gwalarn da aod Pleuveur, un tammig en diavaez, ken ez eo dre zouar Trebeurden eo ret tremen evit mont gant ar pont he stag ouzh an douar-bras. Ur gêriadenn pesketaerien ha mengleuzerien eo bet. Hiziv eo tiez-hañv ha touristed a weler dreist-holl.
DouaroniezhAozañ
Meur a enezennig a zo en-dro dezhi, evel Enez Aval, Enez Aganton, Enez Losket...
IstorAozañ
Brudet e oa greunvaen an Enez-Veur adal ar Grennamzer: un tamm mat anezhañ zo aet d'ober iliz-veur Landreger.
Ur pont kentañ a oa bet savet e 1894-1895. Un eil pont a zo bet savet e 1947-1948,
Traoù allAozañ
Ur greizenn eus ar C'hevre evit gwareziñ an Evned a zo diazezet eno, en un ti-mengleuz kozh.
TudAozañ
- Thierry Compain, sevener filmoù
- Yann Paranthoën, ijinour war ar son
Lennegezh vrezhonekAozañ
- Tro Mari-Job ar Gergeno, an danevell vrezhonek nemeti eus Mojenn an Ankou Anatol ar Braz.
FilmoùAozañ
- Thierry Compain en deus graet meur a film diwar-benn tud an enez.
LennadurezhAozañ
- Ernest ar Barzhig, L'Île-Grande, Enez-Veur et ses environs, Moullerezh Simon, Roazhon, [1970], embannet gant ar barrouz.