Taveeg a zo un enezenn hir (1,400 m), moan (keidenn 200 m), ha serzh (64 m), troet norzh-su, tost da aod Perroz-Gireg (hed 3°24’W, led 48°50’N).
35 ha eo gorread an enez.
Didud eo ha perc’hennet eo gant Mirerezh an Arvor (Conservatoire du littoral) abaoe 1997.
Gwechall e oa ur menaj ha gwelet a reer c’hoazh e vogerioù e norzh an enez.

Taveeg gwelet eus an aod

An anvAozañ

E galleg e vez graet Île Tomé pe Tomé hepmuiken eus Taveeg. War ar c'hartennoù kozh e weler e veze graet ’t Groen Eijlant anezhi e nederlandeg.

An douarouriezhAozañ

Greunit roz brudet Perroz (maen ruz) gant gwazhennoù niverus dolerit ha mikrodiorit.

Al loenedAozañ

Er bloaz 2002 eo bet diouennet ar razhed a nere eno (600 loen dinodet), ar pezh a zo bet un dra vat evit an evned: daougementet pe dric’hementet eo bet o niver, ha bremañ ez eus noueliged bras (Charadrius hiaticula) o neizhiañ. Un dra vat eo bet ivez evit ar minelled al liorzhoù (Crocidura suaveolens), na gaver e Breizh nemet war an inizi — pe, a-hend-all, er gevred —, ha lieskementet eo bet o niver dre zek. Hag un dra vat eo bet ivez evit an anuzed-dall (Anguis fragillis), anezho glazarded dibav.

An evnedAozañ

Dre ma n’emañ ket pell eus ar Jentilez e kav d’ar skiantourien e teuy evned all da neizhiañ a-raok pell, an tort boutin (Puffinus puffinus) paneveken (ur c’houblad a oa e 1981), un evn ral koulz e Breizh hag er bed. An evned all[1]

DaveAozañ

  1. [1]
  Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.