Trelêvern

kumun Aodoù-an-Arvor


Trelêvern a zo ur gumun eus Bro-Dreger e Breizh e departamant Aodoù-an-Arvor.

Trelêvern
Ar vourc'h e penn-kentañ an XXvet kantved.
Ar vourc'h e penn-kentañ an XXvet kantved.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Trélévern
Bro istorel Bro-Dreger
Melestradurezh
Departamant Aodoù-an-Arvor
Arondisamant Lannuon
Kanton Perroz-Gireg
Kod kumun 22363
Kod post 22660
Maer
Amzer gefridi
Yannick Quéguiner
2020-2026
Etrekumuniezh Lannuon-Treger Kumuniezh
Bro velestradurel Bro Treger ha Goueloù
Lec'hienn Web (fr)Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 1 242 ann. (2020)[1]
Stankter 179 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 48′ 33″ Norzh
3° 22′ 14″ Kornôg
/ 48.809166667, -3.370555556
Uhelderioù kreiz-kêr : 45 m
bihanañ 0 m — brasañ 71 m
Gorread 6,94 km²
Lec'hiañ ar gêr
Trelêvern

Douaroniezh

kemmañ

War aod Mor Breizh, etre Louaneg hag an Trêvou. Kumunioù amezek : Louaneg; an Trêvou; Kamlez; Kervaria-Sular.

B. Tanguy (p. 338) : Par. de Trieveleveron, Trielevaren, Treslever, Treslever, Trezlever, 1330; Treleguern, 1395; Trelevern, fin XIVvet, 1426, 1486

Talvoudegezh : ket diouzh gwern, evel e vez kustumm da soñjal, mes diouzh un anv den Meren

B. Tanguy n'en n'eus ket komzet diouzh Sant Merin, e Lanvillin, nepell koulkoude diouzh Trelevern.

E. Vallerie : Treleguern, 1295; Trieveleveron, Trielevaren, Tresveler, Terzlever, Treslever, Trezvelor, 1330; Trelever, 1382; Treslever, 1383; Trelevern, 1516; Trelevern, 1592

Ardamez

kemmañ

Sourinet etre erminoù ha gul a c'hwec'h pezh.

Familh Tréléver, siell 1385

(cf Froger & Pressensé)

Ur fazi e vefe diwar benn ar familh Tréléver. Hervez Guy Le Borgne, e vefe an anv se e wirionez hini un aotrouniezh eus Gwimaeg (R. de Saint Jouan, p. 772)

  • Mervel a reas 35 gwaz abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, da lavaret eo 3,37 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[2].
  • Devet eo bet an ti-kêr gant an Alamanted d'an 28 a viz Gouere 1944.
  • Mervel a reas pemzek den ag ar gumun abalamour d'ar brezel, hervez monumant ar re varv[2].

Brezelioù didrevadennañ

kemmañ
  • Mervel a reas tri milour eus ar gumun er Viêtnam.
  • Mervel a reas daou vilour eus ar gumun.

Monumantoù ha traoù heverk

kemmañ
  • Iliz Sant Leonor ha Santez Anna (26 Gouere 1912 / 27 Gouere 1914).
  • Chapel Sant Sebastian Kergouanton (XVvet); o vont en e boull.
  • Kroaz Kerieg.
  • Kastell Kergouanton (XV-XVIvet). (Roet e anv d'ar familh Loz a Gergouanton, hirie aet da get).
  • Monumant ar re varv e-tal an iliz katolik er vered, luc’hskeudenn ha kartenn-bost[3]. D’an 11 a viz Du 1921 e voe dioueliet[4].
  • Taolenn ar re varv (1914-1918) en iliz katolik, luc’hskeudenn[5].

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

kemmañ

Niver a annezidi

Kennlavar

kemmañ
  • Kouez Trelêvern, Pa ne vez ket toull e vez rouedenn.

Melestradurezh

kemmañ
  • Pêr al Loz, aotrou Kergouanton. Diazezour, gant e gwreg, Soazig a Gergroadez, an Hôtel-Dieu Landreger (18 Kerzu 1635). Aet da Anaon e Landreger d'ar 27 a viz Mae 1668. Dre testamant, en devoa roet ul lodenn vras eus e leve, enno ar maner Kervouster, e Langoad, da seurezed an ospital Truez Jezuz.
  • Roet en eus al lec'h ar Wern (le Launay), eus Trelêvern, e anv d'ar familh Le Provost de Launay

Levroniezh

kemmañ
  • (fr)Régis de Saint-Jouan : Dictionnaire des communes du département des Côtes d'Armor. Éléments d'histoire et d'archéologie. Conseil Général des Côtes d'Armor 1990
  • (fr)Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes d'Armor. Origine et signification. ArMen - Le Chasse-Marée. 1992
  • (br)Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
  • (fr)Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes des Côtes d'Armor & Ille-et-Vilaine. 2008

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Dave ha notennoù

kemmañ