Digeriñ al lañser pennañ
Delwenn sant Yann Diarc'hen,
en iliz Pluwenn.

Sant Yann Diarc'hen (pe sant Yann Divoutoù pe ar Santig Du) a oa ur manac'h frañsezad bet ganet e-tro 1279 e Sant-Nouga (Bro-Leon, Penn-ar-Bed) ha marvet e Kemper (Kerne, Penn-ar-Bed) e 1349. Evit gwir n'eo bet morse lakaet da sant gant an Iliz katolik (pa den n'eus goulennet an dra), met chomet eo koun e vrud e soñjoù Kemperiz.

BuhezAozañ

Dre ma oa paour e dud ha dre ma oa chomet emzivad yaouank, e teskas ar vicher mañsoner ha kalvez e ti un eontr pe ur c'henderv dezhañ. Goude e labour e plije dezhañ sevel kroazioù er c'hroashentoù ha pontigoù war ar gwazhioù ivez. Evit mont da veleg ez eas d'ober e studi da gloerdi Roazhon hag eñ beleget e 1303. Anvet e voe da berson Sant-Gregor e norzh Roazhon. Eno e vevas gant nebeut a dra pa glaske reiñ kazi e holl beadra d'ar beorien. Goude 13 vloaz e kavas dezhañ e oa re zous e vuhez e Sant-Gregor hag e c'houlennas bezañ kaset d'unan eus kouentoù nevez ar Frañsezidi. Chom a reas e kouent ar Gordennerien (lesanv ar Frañsezidi) e Kemper e-pad 33 bloaz. Yuniñ a rae alies ha ne grede ket implij botoù, ken e voe lesanvet an divotoù pe an diarc'hen pe an discalceatus (e latin).

E servij ar beorien e veze ha reiñ a reas sikour d'an dud pa voe sezizet Kemper gant lu Charlez Bleaz e 1344 ha 1345. Pa zeuas an naonegezh vras e 1346 e reas war-dro dastum an aluzenoù e Kerne a-bezh. E diwezh ar bloaz 1349 e varvas gant ar vosenn dre m'en doa klasket pareañ an dud ha graet war-dro sebeliañ ar re varv.

Beziet e voe e kouent ar Gordennerien hag ul lec'h evit pirc'hirinañ e oa a-raok ma oa bet serret ar gouent da vare an Dispac'h gall. Lesanvet eo bet ar Santig Du ha chomet eo bev e azeulerezh. E-barzh iliz-veur Kemper, tost ouzh ur releg dezhañ e vez lakaet bara war ur plankenn gant tud 'zo da vezañ roet d'an dud paour. Un delwenn, hag ur werenn-livet nevez, a zo ivez. Roet eo bet anv "Santig Du" d'ur straed e Kemper.

Meneg zo eus gouel ar sant en deiziadurioù brezhon d'ar 15 a viz Kerzu.

LevrlennadurAozañ

  • Visant Fave, Santig Du, embannet gant parrez Sant-Nouga, 1991.