Yann Vrezhonek, pe Soaz Vrezhonek, eo an anv a vez graet eus ar vrezhonegerien dre vras, hag a zo troet gant ar brezhoneg hag ar pezh a vez graet en o yezh.
An anv-se a vez graet eus al lennerien vrezhonek ivez a-wechoù, pe eus ar selaouerien vrezhoneg.

Savet eo an anv gant ar gerioù Yann, pe Soaz, daou anv-badez brezhonek boutin betek kreiz an XXvet kantved.