Yann-Vari ar Yann
Yann-Vari ar Yann
Anv ofisiel Jean-Marie Le Jean
Obererezh Barzh, troour
Ganedigezh d'an 16 a viz Even 1831
e Plounerin, Banniel Treger Treger
Marv d’an 24 a viz Genver 1877
e Paris, Bro-C'hall Bro-C'hall
Yezh skrivañ Brezhoneg

Yann-Vari ar Yann, Eostik Koat an Noz e anv-pluenn, bet ganet d'ar 16 a viz Mezheven 1831 e Plounerin ha marvet d’an 24 a viz Genver 1877 e Pariz[1], a oa ur skolaer, ur barzh, ur saver kantikoù ha kontadennoù, hag un troour brezhonek. Degemeret e voe e Breuriez Breiz, ma kemeras an anv-barzh Barzh Koat an Noz’’. Sinañ a rae I. M ar Yann’’, K. ha Kloarek Koat ann Noz ivez.

Dre ma oa dianav e dad e voe roet dezhañ anv-familh e vamm, Barba. E 1851 e voe degemeret e Skol normal Sant-Brieg, ma tapas e desteni-gouestoni evit an deskadurezh kentañ e 1853.

Skolaer e voe e Lokenvel (1856), e Gwengamp (1857), e Tredarzeg (1857), e Gwengamp adarre (1860), e Pontrev (1871) hag e Koedlinez. Div wech ec'h intañvas pa varvas bloaz goude an dimeziñ e briedoù Aglae an Troadeg (1858) ha Mari Frañseza Gwionvarc’h (1859). E drede pried, Aogustina Robillard, a varvas e 1870[2] pe e zispartjont e 1872 [3].

Sammet gant e walleurioù en em daolas d’an evañ ken e voe kaset da skol Goedlinez, met rediet e voe da reiñ e zilez. Neuze e tivizas mont da Pariz e 1875, ma varvas e 1877.

E 1856 en devoa kejet ouzh Yann-Vari ar Skourr a vourre skorañ ar varzhed vrezhonek ha a oakustum da baeañ o mizoù moullañ evit ar follennoù-distag.

Ur barzh brezhonek priziet e voe, pa lakaas embann meur a varzhoneg er gelaouenn Revue de Bretagne et de Vendée’’ ha war follennoù distag. Lakaet da ezel Breuriez Breiz gant Teodor Kervarker e kavas an tu da rebechiñ dezhañ e emzalc’h aotrouniek.

Skrivagner katolik

Sevel a reas kantikoù ha barzhonegoù istorel war ar feiz kristen e Breizh. Diwar goulenn Augustin David,eskob Sant-Brieg, e savas ul levr-oferenn latin ha brezhonek, Parrosian romen, latin ha brezonek, a zo ebarz oferennou ha gousperou ar zuliou hag ar goueliou, ha re ann holl zent, ne chomas anezhañ nemet ur c'hant skouerenn bennak a oa bet gwerzhet a-raok tan-gwall al levrdi Vatar e Roazhon.

Barzhonegoù

kemmañ
  • Burzudo Breiz, e Taldir, Breiziz 1810-1910.
  • Breiz, e Kamilh ar Merser a Erm, Les Bardes et Poètes Nationaux de la Bretagne armoricaine.
  • Barzed Arvor, e Kamilh ar Merser a Erm, Les Bardes et Poètes Nationaux, hag er Revue de Bretagne et de Vendée e 1864.
  • Miz Mae, er Revue de Bretagne et de Vendée, 1864.
  • Kroaziou Arvor, Gwengamp, 1866.
  • An Nevez-Amzer, er Revue de Bretagne et de Vendée, 1866.
  • Ar Goanv e Breiz, er Revue de Bretagne et de Vendée, 1866.
  • An Hanv, er Revue de Bretagne et de Vendée, 1867.
  • Ar Vreiz, er Revue de Bretagne et de Vendée, 1867.
  • Kastell Tonkedeg’’, er Revue de Bretagne et de Vendée, 1869.
  • '’Élégie = Gwelvan, er Revue de Bretagne et de Vendée, 1870.
  • Gwerz Brezelourien Breiz-Izel, er Revue de Bretagne et de Vendée, 1870.
  • Ar jouiz Braz, er Revue de Bretagne et de Vendée, 1873.
  • Ar Rag-eost e Breiz-Izel, er Revue de Bretagne et de Vendée, 1873.

Follenn-distag

kemmañ

Komz plaen

kemmañ

Troidigezhioù

kemmañ
  • An diou Vreiz, kanaouenn, diwar Les deux Bretagnes.
  • Parrosian romen latin ha brezonek a zo ebarz oferennou ha gousperou ar zuliou hag ar goueliou, ha re ann holl zent, Roazhon, H. Vatar, 1874. Levr-oferenn latin ha brezhonek savat diwar goulenn an eskob, Augustin David.

Levrlennadurezh

kemmañ
  • Kamilh ar Merser a Erm, Les Bardes et Poètes Nationaux de la Bretagne armoricaine’’, Dinarzh, 1911.
  • An Oaled (Le Foyer breton), niv. 37.
  • Ar furcher brezhonek : I. M. ar Yann, ur pennad gant L. Lok, moullet war ar gazetenn Arvor niv. 121[4], 9 Mae 1943, p. 2. Adembannet dindan an titl «  Yann-Vari ar Yann (1831-187?) » . E-barzh Hor skrivagnerien, 2, Mouladurioù Hor Yezh, 1995.
  • Lukian Raoul, Geriadur ar skrivagnerien hag ar yezhourien vrezhonek, Embannadurioù Al Liamm, 1992. pennad : Le Jean, Jean-Marie.

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Faos eo deiz e varv roet gant Taldir, Kamilh ar Merser a Erm hag Abeozen, met adkavet eo bet ar meneg e marilhoù Pariz, ken e c’hellas Lukian Raoul kinnig ar reizhadenn en e Geriadur ar skrivagnerien…, 1992.
  2. Lec’hienn e barrez c’hinidik, Plounerin.
  3. Hervez Lukian Raoul, op. cit.
  4. Arvor niv. 121