Jean Victor Marie Moreau
Jean Victor Marie Moreau (1763 e Montroulez, Breizh - 1813 e Louny, Impalaeriezh Aostria) a oa ur jeneral en arme c'hall ha goude feldmarichal en arme rusian e-pad an Dispac'h Gall ha Brezelioù Napoleon. Difenn a reas ar Republik a-hed e vuhez, da gentañ o vezañ trec'h alies war ar Re Gevredet, hag o skoazellañ Napoleone Buonaparte da gemer ar galloud met ivez oc'h enebiñ outañ e-pad an Impalaeriezh.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | Jean Victor Marie Moreau |
Anv-bihan | Jean, Victor, Marie |
Anv-familh | Moreau |
Deiziad ganedigezh | 14 C'hwe 1763 |
Lec'h ganedigezh | Montroulez |
Deiziad ar marv | 2 Gwe 1813 |
Lec'h ar marv | Louny |
Abeg ar marv | Killed in action |
Lec'h douaridigezh | Chartreuse Cemetery |
Breur pe c'hoar | Joseph Moreau |
Pried | Eugénie Hulot d'Osery |
Bugel | Isabelle Moreau |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Micher | ofiser, milour, military commander |
Bet war ar studi e | Skol-Veur Roazhon |
Lec'h annez | Pennsylvania, Roazhon |
Perzhiad e | Dispac'h Gall |
Grad milourel | Marshal of France |
Skour lu | troadegiezh |
Perc'henn war | Hôtel Moreau |
Prizioù resevet | names inscribed under the Arc de Triomphe |
Deskrivet dre | General Jean Victor Moreau (1764-1813) |
Tiegezh
kemmañBarner, letanant keodedel ha torfedel beliezh Montroulez ha kuzulier ar roue a oa e dad, Gabriel-Louis Moreau, aotroù Lizoreux (1730-1794). Merc'h d'ur c'henwerzher ha merc'h-vihan da Bierre Bernard de Basseville ur c'horser brudet eus Montroulez a oa e vamm Catherine Chapperon de L'Isle. Eizh bugel diwar pemzek anezho a zreistvevas. Dibennet e voe an tad e Brest d'an 13 a viz Gouere 1794 goude bezañ bet kondaonet evit kuzhañ beleien zidou, sikour Divroidi ha reiñ arc'hant da markiz Lescoët.
Joseph (1764 - 1849 e Montroulez), e vreur eil-henañ, a voe alvokad, kannad ha prefed. Pierre-Marie-Lubin, e vreur yaouankañ, a voe koronal ha baron e-pad ar Restaorasion. Kerentiañ a rae ar familh gant Maupertuis (1698-1759), ar skiantour brudet hag enebour Voltaire.
Deroù an Dispac'h Gall e Roazhon
kemmañStudiet en doe Jean Moreau ar Gwir e Skol-veur Roazhon goude bezañ tremenet pevar bloaz e Skolaj al Leon e Kastell-Paol. E-touez e gelennerien e oa Jean-Denis Lanjuinais, Isaac Le Chapelier ha Louis Gohier.
Kemer a reas perzh er freuz a savas e Roazhon e 1788 ha 1789, e penn studierien ar gêr ha re Naoned deuet da reiñ dorn dezho. An holl yaouankizoù a-du gant ar soñjoù nevez a zeue d'en em lakaat en e c'houc'hemenn[1]. Dont a reas da vezañ frañmason e miz Here 1789.
Remzad milourel
kemmañUn ofiser dreist
kemmañDilennet e voe letanant-koronal batalhon gentañ youlidi Il-ha-Gwilen e miz Gwengolo 1791 hag az ejont diouzhtu da harzoù reter Bro-C'hall. Servijout a rejont e Arme an Norzh Dumouriez e 1792. Lakaat a reas Moreau e grog war kreñvlec'h Stephenswerth d'an 9 a viz C'hwevrer 1793. Brud a dapas en emgann Neerwinden hag o tifenn Dunkirk kelc'hiet gant ar Saozon. Sevel a reas e rez, mont da letanant-koronal hag adjudant hollek, ha brigadennour d'an 20 a viz Kerzu war un dro gant Napoleone Buonaparte, trec'h war ar Saozon e Toulon.
Lakaet e voe da jeneral rannlu gant Lazare Carnot d'ar 14 a viz Ebrel 1794. E penn korn dehoù an arme edo e Flandrez, kemer a reas Kortrijk ha Menen ha kemer a reas perzh en trec'h e Moeskroen d'an 29 a viz Ebrel 1794. Tremen a reas dindan urzhioù Jean-Charles Pichegru ha kemer a reas Ieper, Brugge, Oostende, Nieuwpoort ha Sluis. Kemeret e voe Holland eta. Anvet e voe da benngomandant Arme an Norzh d'an 3 a viz Meurzh 1795, e-lec'h Pichegru. Eveshaat ouzh ar c'hendivizad etre ar Republik c'hall hag ar Republik Batav a voe e gefridi.
Ur giladeg kaer
kemmañBrasaat a reas e vrud gant Emgann Toerkonje hag anvet e voe da jeneral Arme Roen-ha-Mosel d'an 21 a viz Ebrel 1795. Mont a reas da vrezeliñ da Alamagn. Trec'h e voe da gentañ : sezizoù Mainz ha Kehl, trec'h Heidenheim d'an 11 a viz Eost 1796, met ret e voe dezhañ kilam dirak ar Rusianed hag an Aostrianed. Gwelet e voe ar giladeg-se evel ur patrom skouer, ha graet gantañ 5000 prizoniad war ar marc'had. Anvet e voe da benngomandant armeoù unanet Roen-ha-Mosel ha Sambre-ha-Meuse d'an 25 a viz Kerzu 1795. Emgann a reas en Alamagn, met torret e voe eus e garg. E droukc'hras ar Vonapartourien e oa deuet da vezañ.
E-barzh ar jeu adarre
kemmañAdanvet e voe da benngomandant Arme Italia d'an 21 a viz Ebrel 1799, peogwir en doa ezhomm an arme c'hall da gaout ur jeneral arroutet. Kemer a reas perzh e taol-stad an 18 a viz ar Vrumenn gant Napoleone Buonaparte, a zisoc'has war Ren ar Gonsuled. Lakaet e voe Moreau e penn Arme ar Roen gant Buonaparte.
Dimeziñ a reas gant Eugénie Hulot d'Osery, ur vignonez da Joséphine de Beauharnais, 19 vloaz dezhi.
Trec'h e voe en Emgann Engen hag emgannoù all e 1800. Sinet e voe an arsav-brezel gant ar jeneral aostrian Kray hag en em staliañ a reas Arme ar Roen e Bavaria. Met un nebeud mizioù goude e klaskas an Aostrian adarre diarbenn an alouberien. Digeriñ a reas Emgann Hohenlinden dindan an erc'h d'an 3 a viz Kerzu 1800. Trec'h e voe Moreau war arme an arc'hdug Yann Aostria. Emgann diwezhañ an Dispac'h Gall e voe ha gant Jean Moreau e voe gounezet.
Eus ar Stadoù-Unanet da Europa en-dro
kemmañFin ar C'hentañ Republik e voe deroù an Impalaeriezh C'hall Kentañ. Distroet da Bariz, eneber ha kevezer ouzh Buonaparte, barnet e voe Moreau met didamallet e voe gant e varnerien. Darvennout a reas Buonaparte kaout un eil barnedigezh ha, goude bezañ kondaonet d'an toul-bac'h, e voe kaset d'an harlu a-benn ar fin.
Erruout a reas Jean Moreau hag e wreg e New York e miz Eost 1805. Un degemer c'hwek a voe roet dezho gant an Amerikaned. Goude bezañ beajet er vro e chomas e Morrisville, e-kichen Trenton, war harzoù New Jersey ha Pennsylvania. Kinniget e voe dezhañ gant ar prezidant Madison bezañ e penn Lu ar Stadoù-Unanet e Brezel 1812 a-enep ar Rouantelez-Unanet. O soñjal reiñ e asant e oa pa glevas e oa distrujet an "Arme Veur" e Rusia. Divizout a reas distreiñ da Europa ha brezeliñ gant ar Re Gevredet.
Ur wech distroet da Europa e krogas da gevraouiñ gant Jean-Baptiste Bernadotte (a vo roue Sveden diwezhatoc'h) peogwir e felle dezhañ adstaliañ ar Republik e Frañs. Sveden ha Rusia a oa gant Aostria ha Prusia a-enep Bro-C'hall bremañ ha kuzuliañ a reas anezho. En Emgann Dresden e 1813 e voe gloazet d'ar marv d'an 27 a viz Eost. Mervel a reas e Louny (bremañ e Republik Tchek) d'an 2 a viz Gwengolo.
Goude e varv
kemmañAn tsar Aleksandr Iañ a lakas anezhañ da vezañ beziet en iliz-veur katolik Sant-Petersbourg. Reiñ a reas ul leve d'e intañvez. Anvet e voe da Varichal a Vro-C'hall gant Loeiz XVIII. Hag en enor dezhañ e voe roet e anv da gêr Moreau er Stadoù-Unanet, e Stad New York.
Daou vugel en doe gant Eugénie Hulot d'Osery :
- Victor Eugène Moreau (1802-1808),
- Isabelle Moreau (1804-1877), dimezet gant Ernest Dubois de Courval, kuzulier departamant en Aisne.
El lennegezh :
- haroz Kastell Keryann Koadanskourr, ar romant brezhonek kentañ (1830), a heul Moreau eus afer Breujoù Breizh pa oa studier e Roazhon betek prosez ar jeneral e 1804, goude bezañ bet e eiler war an tachennoù emgann en Alamagn hag Italia,
- tudenn bennañ Каждому своё (To each his own e saozneg) eo ar marichal Moreau, ur romant eus 1983 gant ar skrivagner soviedat Valentin Pikoul.
Levrlennadur
kemmañ- (fr) Victor Moreau, général, citoyen de France et d'Europe gant Marcel Coz, S. l, Cloître imprimeurs, 2008 (ISBN 978-2-7466-0155-0).
Notennoù ha daveoù
kemmañ- ↑ Danevellet gant Pitre-Chevalier