Jean Floc'h
Pennrener ar gCooperl a oa Jean Floc'h, ganet d'an 8 a viz Gouhere 1938, Plourin hag aet da Anaon d'ar 24 a viz Mae 2007), ur gevelouri gwerzhañ moc'h krouet gantañ. Adprenañ a reas ar Gevredigezh Bernard e 1987, un embregerezh bosañ e Logunec'h. Krouiñ a reas ar strollad gounezvouedel Bernard-Jean Floc'h arbennikaet war ar gilhevardonerez hag ar salladurezh. Pa tilezas ar strollad d'e sternerien e deroù 2007 e oa 1800 implijad o labourat evitañ hag ar c'hrengreadur a oa 450 milion a euroioù.
Jean Floc'h
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv-bihan | Jean |
Anv-familh | Floc'h |
Deiziad ganedigezh | 8 Gou 1938 |
Lec'h ganedigezh | Plourin-Gwitalmeze |
Deiziad ar marv | 24 Mae 2007 |
Lec'h ar marv | Gwegon |
Doare mervel | Emlazh |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Micher | den a aferioù |
Sport | marc'h-houarn |
Sot e oa Jean Floc'h gant bed ar velo, neuze e krouas ar skipailh marc'hhouarnerien Bretagne-Jean Floc'h e 1994 gant skoazell ar c'huzul-rannvro. Klañv e oa, hag en em lazhañ a reas e miz mae 2007.