Hent-houarn Pondi Sant-Brieg
Linenn Sant-Brieg - Pondi | |
---|---|
Linenn eus Pondi da Sant-Brieg | |
![]() Kartenn al linenn | |
Bro | ![]() |
Kerioù tremenet | Sant-Brieg, Loudieg, Pondi |
Istor | |
Digoridigezh | 1872 |
Korvoerien | Compagnie des Chemins de Fer de l'Ouest (1872 - 1908) Administration des chemins de fer de l'État (1908 - 1938) SNCF (adalek 1938) |
Spizverkoù teknikel | |
Niverenn Ofisiel | 475 000 |
Hirder | 72,3 km |
Ledander | hent boutin (1,435 m
) |
Tredanaet | Hep tredan |
Diribin brasañ | 15 ‰ |
Niver a forzhioù | ur forzh |
Tremenerezh | |
Perc'henn | RFF |
Korvoer(ien) | SNCF |
Tremenerezh | marc'hadourezh |
kemmañ ![]() |
Ul linenn hent-houarn zo etre Pondi ha Sant-Brieg. An termenadur RFF (Hentoù-houarn bro-Frañs) eo 475000.
IstorAozañ
Al linenn-mañ a zo bet digoret e 1872. Goude ma voe digoret al linenn etre Pondi hag an Alre e voe kinniget ul linenn evit mont deus norzh Breizh d'ar c'hreisteiz. Digoret e voe gant ar Kompagnunezh hentoù-houarn ar C'hornog (fr) e 1871 al linenn deus Sant-Brieg betek Kintin[1]. E kerzh miz Kerzu 1872 e oa tu da vont deus an Alre betek Loudieg[2] ha digoret ar memes bloavezh an tamm a chome etre Kintin ha Loudieg.
Adalek ar 27 a viz gwengolo 1987, ne oa ket tu ken beajiñ etre Loudieg ha Pondi[2]. Betek 2006 avat e c'heller mont deus Sant-Brieg da Loudieg dre an tren. An SNCF a lavaras neuze e oa ezhomm paouezh an tremenerezh beajourien abalamour da oberioù war an hent-herrek tost da Loudieg. Ar veajerien a c'hell neuze mont dre ar c'harr-boutin da Loudieg. Goude fin an oberioù war an hent-herrek, n'eo ket kroget endre an veajoù dre tren war al linenn Sant-Brieg - Loudieg. An tremenerezh "fret" a krog en-dro an 31 a viz Meurzh 2008[3] etre Sant-Brieg ha Loudieg.
DarvoudoùAozañ
E miz gouere 1908 ez eas maez deus an hent-houarn un tren e "Ploher - Peniti"[4]
Da zontAozañ
Gwelet ar soñj skrivet war bajenn ar c'huzul rannvro :[5]
TresAozañ
Anv an ti-gar | kumun | PK |
---|---|---|
Sant-Brieg Linenn davet Pariz |
Sant-Brieg | 474 |
Sant-Juluan-Pentevr | Sant-Juluan-Pentevr | 482 |
Pleneventer | Pleneventer | 485 |
Kintin | Kintin | 492 |
Ar Paz | Peniti-Koedrac'h | 496 |
Ploher - Peniti | NA | 502 |
Uzel | Uzel | 509 |
Ar Voudenn | Ar Voudenn | 517 |
Loudieg | Loudieg | 523 |
Sant-Jelan | Sant-Jelan | 537 |
Pondi Linenn davet An Alre |
Pondi | 546 |
EkipamantAozañ
TrenioùAozañ
TremenerezhAozañ
- touristelezh
- marc'hadourezh (kroget en dro e 2008)
Tremenerezh e 2008[6].
DaveennAozañ
- ↑ Site Rail Bretagne, St-Brieuc - Loudéac lire en ligne (Consulté le 11 août 2010).
- ↑ 2,0 ha2,1 Site Rail Bretagne, Auray - Loudéac lire en ligne (Consulté le 11 août 2010).
- ↑ Site Ouest-France, La ligne SNCF Saint-Brieuc - Loudéac rouverte au fret, lundi 31 mars, lire en ligne (consulté le 11 août 2010).
- ↑ Kartenn bost kavet war ul lec'hienn internet o gwerzhañ skeudennoù kozh
- ↑ Europa a skoazello ar programm Breizh Tizh Bras (e galleg)
- ↑ Sellva an treuzdougerezh e Breizh
Gwelet ivezAozañ
- THR Breizh
- Jean-Pierre Nennig, Le chemin de fer de Bretagne Nord, JPN, Guérande, 2010 (ISBN 978-2-9519898-6-3).
- Site rail-bretagne.com St-Brieuc - Loudéac
- Site rail-bretagne.com Auray - Loudéac
|
|