Tren Tizh-ha-Tizh
Evezhiadenn : Gant an droienn "Tren tizh bras" (liester : trenioù tizh bras) e vez graet e brezhoneg abaoe pellik[1]. Implijet e vez ivez "Tren Tizh-ha-tizh"[2] evit seurt trenioù. Gwelet ivez ar pennad kroget gant an anv Tren tizh bras.
Ar pennad-mañ a komz eus an Tren-Tizh-ha-Tizh implijet e bro-Frañs, anvet TGV. Evit lenn ar pennad diwar ar seurt trenioù en un doare hollek, gwelet Tren tizh bras.
An Tren-Tizh-ha-Tizh (pe TTT e brezhoneg ivez, pe TGV e galleg), zo erruet pell zo e Breizh, met a-hervez n'eo ket ur gwir Dren-Tizh-ha-Tizh peogwir ne ya ket buan a-walc'h ha gant-se e chom Breizh re bell diouzh Pariz : graet e vez an diforc'h etre an dafar (an tren) hag an hent-houarn hag a leusk an tren mont gant un tizh uheloc'h da 250 km/e. An Tren-Tizh-ha-Tizh a implij hentoù-houarn boutin betek Brest met ne vez ket a hent-houarn Tizh-Bras e Breizh e 2014, daoust ma vo digoret unan etre Le Mans ha Roazhon e 2017.
Emglev zo bet etre Rannvro Breizh hag ar Stad c'hall evit arc'hantañ ul linenn nevez (a ray un tamm mat a zistruj) a dostay Breizh diouzh Pariz ervat, pa vo echu al labourioù a grogo e 2010 hag a gendalc'ho betek 2013:
- 1h24 ar veaj-tren etre Roazhon ha Pariz ken,
- Kemper-Pariz ha Brest-Pariz en ur ober 3 eur.
Steudadoù
kemmañ- TTT Su-Reter (TGV Sud-Est)
- TTT Atlantel (TGV Atlantique) : implijet war an hentoù-houarn breton
- TTT Reter (TGV POS) : implijet war al linenn davet Reims, Metz ha Strasbourg
Rouedad
kemmañLevrlennadur
kemmañ- Des trains à 350 km/h en bas de chez nous, Ouest-France, Meurzh 20 a viz Mae 2008, pajenn 7 (pajenn Breizh).