Sarmoniou an Aotrou Quere
Sarmoniou an Aotrou Quere zo ul levr brezhonek embannet e Brest e 1906.
Ul levr a 379 fajenn eo, dastumet ha renket eo bet an danvez anezhañ gant an aotrou Jézégou cure e Castellin. Kristof Jezegoù e oa ar c'hure, ha dastumet en doa sarmonioù e berson, Yann Gere, person e Kastellin. Ar re-se a oa bet skrivet war follennoù distag, hervez a gont en e rakskrid.
Kempenn ar skritur en deus ranket an embanner ober ivez. En e rakskrid e lavar e oa skrivet ar sarmonioù diwezhañ hervez doare ar Gonideg, pa ne oa reolenn ebet en deroù.
Div levrennad anvet Sarmoniou an Aotrou Quere, zo bet embannet e 1902 ha 1903 hervez Geriadur ar skrivagnerien ha yezhourien. Savet eo ar pennad-mañ dirak ur skouerenn merket 1906 warni.
Zh
kemmañImplijet eo ar zh e Sarmoniou an Aotrou Quere, adalek rakskrid ar bajenn V, gant C. Jézégou, er ger "anezho", hag a-hed al levr, e-barzh "d'ezhan" (136), dreizhi (137).