Lambezelleg
kumun Penn-ar-Bed
Lambezelleg a oa ur gumun eus Breizh e departamant Penn-ar-Bed. Bremañ ez eo ur c'harter eus Brest.
Douaroniezh
kemmañAnv
kemmañArdamezioù
kemmañIstor
kemmañ- Ur barrez eus eskopti Leon gwechall e oa Lambezelleg. Betek 1686 e oa ur barrez vras eus Lambezelleg: kêr Vrest a oa stag outi ha n'eo nemet er bloavezh-se e oa deuet Brest da vout ur barrez distag.
- Brasaet e oa bet Brest un tammig, diwar-goust Lambezelleg, e miz Genver 1636.
- Trev Treninez (Sant-Mark bremañ), a oa bet staget ouzh Lambezelleg e 1681.
- Da vare an Dispac'h e oa deuet parrez Lambezelleg da vezañ ur gumun.
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le diouzh ret: e penn-kentañ 1791 e voe graet al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant daou gure, Jean-François Le Gall ha Pierre Le Roux, hag ur beleg, Jacques Le Gall; nac'het e voe gant ar person, Henri Mocaer e anv[1].
- Sant-Mark, a yeas da gumun distag e 1823 ha brasaet e oa bet zoken e 1865. E 1861 e oa bet kresket Brest un tamm diwar-goust Lambezelleg (karter Sant-Varzhin).
- Ur gumun distag e oa Lambezelleg betek 1945. Goude an Eil Brezel-bed, e 1945, e oa bet bodet kumunioù Lambezelleg, Sant-Mark, Kerbêr ha Brest da vont d'ober ur gumun vras anvet Brest.
Monumantoù ha traoù heverk
kemmañ-
An iliz katolik.
- Iliz katolik Sant Laorañs, 1865.
Tud
kemmañTud bet marvet eno
kemmañ- 1956 : Jean-Louis Chapalain, troour brezhonek.
Ardamezeg ar familhoù
kemmañBohier,
aotrounez Kerboyer |
En aour e leon en glazur | |
Levrlennadur
kemmañ- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
Notennoù ha daveoù
kemmañ- ↑ Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajennoù 40 ha 41
- ↑ Memorial Genweb
- ↑ Université de Lille