Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ul levrlennadurezh a zo ur roll levrioù pe deulioù pe bennadoù a zo bet kendastumet p'o deus liammoù diabarzh pe berzhioù damheñvel (dodennoù, danvezioù, deiziadoù...). Alies e vez implijet levrlennadur en e lec’h (ur rentañ-kont levrioù eo) hervez an droidigezh gentañ kinniget gant Frañsez Vallée e 1931. Ouzhpenn ar ster sevel ur roll e kaver unan all, hini an diskiblezh a bled gant sevel anezho hag, en un doare hollek, klask daveoù hag aozañ anezho evit an dud o furchal war danvez pe zanvez.

Levrlennadur (rentañ-kont) implijet e lec’h Levrlennadurezh (menegadur an teulioù)

kemmañ

P'eo heñvelstumm an daou ster e ger galleg, bibliographie eo bet adkemeret ar ster kentañ evit an eil. Ar ger rolladur (a-wechoù levrolladur) a vez implijet ivez (sell ouzh Geriaoueg al levraouegoù = Vocabulaire des bibliothèques, Termbret - Skol Uhel ar Vro 1996, p. 72), met, pelloc'h en doe kinniget TermOfis ma vefe graet levrollouriezh’’[1] pe rollouriezh’’ evit an diskiblezh, ‘’levrlennadur evit ar rolladur (sevel rolloù) ha ‘’levrlennadurezhevit an teknik[2].
Estreget ar geriadurioù hag ofisoù evit geriaouañ e tleer sellout ouzh implij ar ger gant an arbennigourien (skiantourien pe get), ar re o deus ezhomm ober gant rolloù levrioù pe daveoù da bennadoù ar c’helaouennoù. Sklaer eo m’en doe kavet levrlennadurezh emsavoc’h eget kinnig Frañsez Vallée, pa savas levrlennadurezh ar c’hoariva brezhonek Loeiz Dujardin evit Gwalarn. Er gelaouenn ‘’Hor Yezh’’ e vez kavet meur a levrlennadurezh dindan pluenn Herve Bihan (‘’Armes Prydein…’’, Hor Yezh, niv. 208, 1996, p. 5) pe Herve Seubil gKernaudour (Hor Yezh, niv. 225, 2001, p. 30).

Levrlennadurezh evel skiant ar sevel rolloù

kemmañ

Sevel levrlennadurioù o tennañ d'o enklaskoù ha lakaat anezho da heul o oberennoù a zo ur ret evit ar skiantourien pa vez barnet siriusted o labourioù diwar pouezh an oberennoù skiantel pe get (levrioù, pennadoù) o deus implijet pe arroudennet.
Sevel lennadurezhioù a c’hell bezañ graet gant arbennigourien hag eo aparchant skiantoù an Ditour hag al Levraouegoù. Staliet-mat e voe he fennaennoù gant ar Beljiat Paul Otlet (1868–1944) a ziazezas an teuliouriezh, skourr skiant an Ditour ha nes d’al levraougouriezh. Bibliography is a specialized aspect of library science (or library and information science, LIS) and documentation science. It was established by a Belgian, named Paul Otlet (1868–1944), who was the founder of the field of documentation, as a branch of the information sciences, who wrote about "the science of bibliography."[6][7] However, there have recently been voices claiming that "the bibliographical paradigm" is obsolete, and it is not today common in LIS. A defence of the bibliographical paradigm was provided by Hjørland (2007).[8]

Rolloù evit an teulioù estreget al levrioù

kemmañ

Evit ar paronoù all e vez implijet filmrolladur, roll pladennoù, pladenn lennadur[3] hag all.
Savet e vez levrlennadurezhioù war red pe levrlennadurioù bras gant arbennigourien zo evel al levraouegourien hag an deulaouegourien.

Rummoù levrlennadurioù

kemmañ

Enebet e vez peurvuiañ d'al levrlennadurezh renkennañ m'emañ teulioù embannet en ul lec'h ha/pe d'ar memes deiziad.

Berradurioù a gaver e lost studiadennoù zo o plediñ gant traoù ar brezhoneg ha n'eus nemet kazi testennoù brezhonek e reer daveoù dezho. Savet eo bet reizhiad kodiñ evit pep oberenn vrezhonek a-bouez, dornskrid kozh pe levr, pennadoù kelaouenn. a-wezhoù. Ul lizherenn vras mui lizherenn vihan pe sifr evit levrioù gant adegadur ar XIVvet-XVvet kanted, div lizherenn vras evit ar c’hantved da-heul hag unan muioc’h evit pep a gantved ouzhpenn.

  • Ul levrlennadurezh war red a vez embannet a vare da vare, met n'eus termen enebet ouzh ar rumm, nemet eo bet lakaet war ur bazenn verr-tre, diwar diorren an urzhiataerezh, ermaezadennoù al levrlennadurioù war red. Hiziv ez eus muioc'h-miuañ da diazoù-stlenn levrlennadur, reoù gwerzherien levrioù war an Internet da skouer.
  • En ul levrlennadurezh dezrannañ, n'eus nemet perzhioù an teulioù gant un destenn deskrivañ neptu. Er c'hontrol ez eus un tamm skridvarnerezh war bep a deul a zo ennañ e-barzh ul levrlennadur gant barnerezh.

A-hervez e c'heller menegiñ m'eo al levrlennadurezh ul levrlennadurezh peurglok pe ul levrlennadurezh berr.

Levrlennadurezh

kemmañ
  • Louise-Noëlle Malclès, La bibliographie, Pariz, Presses universitaires de France, coll. « Que sais-je ? » (niv. 708), 1989, 134 p. (ISBN 2130422926, lire en ligne [archive])
  • Andrée Lhéritier, La Bibliographie, Presses universitaires de France, 1989 (ISBN 2-13-042292-6 et 978-2-13-042292-1.

Pennadoù nes

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Ne seblant ket bezañn bet implijet.
  2. Kavet e reer an dra-se ivez er pennger ‘’levrlennadurezh’’, er geriadur Nouveau dictionnaire Breton-Français Français-Breton, Embannadurioù Al Liamm, 2014.
  3. Geriadur galleg-brezhoneg An Here