Henri Lécuyer, ganet e Skirioù-Masen e 1924 ha marvet e Roazhon d'an 2 a viz Meurzh 2015, a oa ur c'hargad uhel evit Frañs hag Unaniezh Europa hag ur stourmer breizhat.

Red buhez

kemmañ

Labourerien-douar bihan oa e dud. Dont a rae a-benn mat er skol ha gellet en deus heuliañ studioù uhel. Goude ar vachelouriezh e tremen kenstrivadeg HEC e 1944. An diouer a arc'hant a redias anezhañ da lakaat e anv war roll ar C'hentañ Arme (5vet Rann-arme kirri-arsailh). Goude e labouras e servijoù merañ an Arme c'hall e Bro-Alamagn. E 1952 e voe degemeret e Ministrerezh an Aferioù Diavaez. E 1953 e oa beskoñsul e Costa Rica.

Deuet en-dro da Vro-C'hall e 1956 e labour evit Burev Studioù Armerzhel ha Sokial ar sindikad CGT-FO (Confédération générale du Travail-Force Ouvrière).

Er bloavezhioù-se e teuas dezhañ an emskiant eus e vreizhadelezh.

E 1958, e oa merour en Euratom, e Brusel. Kemer a ra perzh e 1969 e krouidigezh Kevredigezh Bretoned Belgia (Amicale des Bretons de Belgique). Prezidant e voe e 1972.

Anvet e voe merour uhel ("administrateur principal" e galleg) e Renerezh ar Politikerezh Ranvroel e Komision Europa.

Dilennet e voe da brezidant Aozadur Bretoned an Diavaez (Organisation des Bretons de l’Extérieur (OBE) e galleg). Strivañ a reas evit ma voe klevet mouezh Breizh er bed (da skouer : krouidigezh Komite Etrebroadel Gwarez ar Brezhoneg (Comité International pour la Sauvegarde de la Langue Bretonne e galleg).

Aet war e leve e 1986, e chomas prezidant an OBE betek 1993. Prezidant a enor eo bremañ hag oberiant bepred.

Resevet en deus Kolier an Erminig e 2002.

Mammennoù

kemmañ