Tan-gwall bras Roazhon

Etre an 23 hag an 29 a viz Kerzu 1720 e oa bet drastet kreiz-kêr kozh Roazhon abalamour d'un tan-gwall divent.

tan-gwall bras Roazhon
city fire
StadFrañs Kemmañ
E tiriadRoazhon Kemmañ
Deiziad kregiñ23 Kzu 1720 Kemmañ
Deiziad echuiñ29 Kzu 1720 Kemmañ
Ar gwalldan tostik-tost
ouzh Breujoù Breizh

An darvoud

kemmañ

Ar gwalldan

kemmañ

Diouzh danevell Jean-Aimar Piganiol de La Force e oa kroget ar gwallreuz e-kerzh nozvezh an 23 a viz Kerzu 1720 abalamour da Henri Boutrouel, ur munuzer hag a veze graet La Cavée anezhañ ivez. Mezv e oa ha, da geñver ur sach-blev gant e wreg, en devoa lezet ur c'houlaouenn-goar da gouezhañ war ur berniad skolp, ar pezh a reas d'an tan kregiñ en e stal, lec'hiet e-kreiz ar straed Tristin[1] (Michel de Mauny, bet skrivet anv ar straed « Tristan » gantañ, a resisa e klot ouzh un darn eus straed an Horolaj a-vremañ[2]).

Neuze e redas an tan, a savadur da savadur, war-du Porzh Sant-Mikael ha palez Breujoù Breizh[3] a voe saveteet a drugarez da skiant Pierre de Brilhac, o c'hentañ prezidant (abaoe an 2 a viz Meurzh 1703). Graet en devoa d'ar plomennoù en-dro d'ar savadur bezañ leuniet gant dour[2]. Hep na vije bet tu da herzel ouzh an tan e oa bet devet an darn vrasañ eus gorre-kêr dre ma tremene an devezhioù.

Gallout a c'haller displegañ abalamour da betra e voe ken drastus an tan-gwall : nested ar savadurioù, ar fed m'edont o paouez bezañ leuniet gant keuneud ha druzoni a-benn ar goañv[4], met abegoù tud a oa ivez. Primoc'h e oant bet soudarded Rejimant Aovergn o preizhañ an tier eget klask mougañ an tan. Ne oa ket bet kalz efedusoc'h Roazhoniz o soursial muioc'h ouzh o arrebeuri. Chomet e oa bet etre daou pennoù-bras ar gêr pell a-walc'h kent lakaat un harz-tan da vont en-dro : roet e oa bet an urzh gant Paul Esprit Feydeau de Brou, merour Breizh d'an ampoent, pa ginnigas an tan deviñ ar stalioù war ar pontoù a-c'haoliad war ar Gwilen, gant aon na vije kroget an tan-gwall e goueled-kêr...[5]

Trec'h e oa bet Roazhoniz war an tan d'an 29 a viz Kerzu hepken, goude 6 devezh eta ha dav e oa bet diskar tiez 'zo e-kichen an iliz-veur hag ar palez[6]. Ar glav a gouezhas d'ar mare-se a oa evel ur gwir vurzhud[7] da gêriz skuizh-divi ha strafuilhet ken e oant.


Bilañs

kemmañ

Ne oa ket bet peurzevet ar gêr ; ar c'helenner-klasker Gauthier Aubert a veneg mil savadur distrujet, eizh mil a sinistreed hep mar[7], da lâret eo 40% eus he gorread, ugent devezh arat eus ar re bobletañ ma veze kavet pinvidikañ annezadur.

Meneget e vez gantañ ivez e oa bet savet dre bres 248 barakenn war ar plasennoù, a-hed ar mogerioù-kreñv ha war an holl dachennoù prest da reiñ bod d'an dudigoù. Leanezed Urzh Gouel Maria-Lid o devoa o deskrivet bezañ « dister-kenañ an darn vrasañ anezhe, savet gant koad ha dizingal ar stumm anezhe »[7]. Hervez Xavier Ferrieu e chom meur a di war o sav c'hoazh e straed Gouel Maria-Lid[6].

Evitañ, ar c'hazetenner Michel de Mauny a renabl ar savadurioù pennañ aet da get : « ar befrez, ostel penngomandant ar proviñs, plasenn an ti-kêr, ar Prezidial, ar Gambr torfederezh hag ar c'hoc'hu bras ». Sifrañ a ra e oa aet an holl gollioù da 8 854 877 a lurioù en holl, hep ankouaat ar paperioù losket e-barzh tier an dud a lezenn : leveoù-font ha teulioù ul lodenn vrasañ eus tiegezhioù Breizh[2].

Resisoc'h e tiskouez bezañ Claude Nières o reiñ ar munudoù-mañ : 6 326 000 a lurioù evit ar savadurioù, 2 580 000 a lurioù evit an arrebeuri hag ar pourvezioù. Evel just ne veze ket paeet ken feurmoù an tier devet : ur c'holl a 245 549 lur ar bloaz[5].

Daoust d'ar bilañs-danvez bezañ bet spontus-kenañ e oa chomet izel niver an dud varv : un dek bennak, hervez Claude Nières adarre, da lâret eo ar re a oa bet lazhet en o c'housk e-pad an nozvezh kentañ. Dilojet e oa bet an annezidi all bep ma'z ae an tan-gwall war-raok[5].


An adsevel

kemmañ

Gallout a rae kregiñ adsevel ar gêr neuze. Padet e oa bet eus 1726 betek 1754[8]. Ur porzh nevez a oa bet staliet a-eeun gant hini Sant-Erwan evit ma c'halljed degemer an danvezioù[9].

Kaset e oa bet gant ar roue da Roazhon un ijinour milour, Isaac Robelin (mab) e anv, e karg eus ar mogerioù-kreñv. Hemañ ziwezhañ en devoa raktreset heñchañ ar Gwilen hag adsevel ar gêr (al lodenn enni na oa ket bet tizhet gant an tan-gwall e-barzh) gant maen, hervez un tres a-darzh hag en un doare arnevesoc'h. Dre ma oa bet kavet re ger hag uhelek ar raktres gant Toussaint Rallier du Baty kerkent hag aet da vaer e oa bet skarzhet ar paourkaezh Robelin[10]

Bet kaset neuze gant Loeiz XV (Bro-C'hall) an tisavour Jacques V Gabriel en devoa adkemeret tres Robelin en ur lakaat anezhañ e pleustr el lodenn distrujet nemetken[10]. Kempennet e oa bet al lodenn er sav-heol eus plasenn Breujoù Breizh ivez, petra bennak ne oa ket bet tizhet gant ar flamm, evit ma kendognje gant stil ar blasenn roueel nevez. Houmañ ziwezhañ, awenet diouzh ar blasenn Vendôme, a oa he fal dezhi degemer delwenn Loeiz XIV (Bro-C'hall) war varc'h[11]. Krouet e oa bet ur blasenn vras all : plasenn an Ti-kêr a-vremañ, un delwenn eus Loeiz XV (Bro-C’hall) warni[11]. Kemeret o devoa an disavourien François-André Forestier de Villeneuve ha Hughet perzh er raktres ivez[12],[13].

Padal, bep ma'z ae an adsevel war-raok ez ae war gresk an dizingalded etre gorre-kêr ha ranngêrioù 'zo (er su d'ar Gwilen hag er rakkêrioù, da skouer). Desachet e oa bet un toullad mat a gouerien dilabour da glask fred d'an degouezh-se, ar pezh na rae ket d'an dienez mont war gil, na tost. Kavet o devoa bod er c'hozh tier a oa bet savet evit ar sinistreed ha, gwashoc'h c'hoazh, seul vuioc'h a labourerien, seul izeloc'h ar goproù. Ne voe ket souezh da zen ebet stadañ e veze o kreskiñ ingal an torfederezh er ranngêrioù kozh en-dro da greiz-kêr nevez-flamm[8].


Heuliadoù relijiel

kemmañ

O kemer harp ouzh danevell un den hag a veve d'an ampoent e tiskouez Michel de Mauny e krede da Roazhoniz e oa ar Werc'hez Vari he doa graet d'ar burzhud-mañ c'hoarvezout : o vezañ ma oa delwenn Itron-Varia ar Burzhudoù hag ar Vertuzioù an elfenn nemeti bet saveteet e-barzh iliz Sant-Salver Roazhon, douget e oa bet betek Kouent an Aogustined ambrouget gant youc'hadegoù ar werin[2].


Heuliadoù kevredigezhel

kemmañ

En tu all d'ar freuzoù e oa bet skoet-mat spered stroll Roazhoniz ken ma voe rannet gant Godefroy Brossay-Saint-Marc, kentañ arc'heskob ar gêr : « À Rennes, rien ne prend sauf le feu », c'hoant gantañ da fustañ diflachegezh e gengêriz[14].


Notennoù

kemmañ
  1. Diouzh Xavier Ferrieu, Histoire de Rennes, p. 49.
  2. 2,0 2,1 2,2 ha2,3 Diouzh M. de Mauny, L’Ancien Comté de Rennes ou pays de Rennes, p. 42.
  3. Histoire de Rennes, p. 96.
  4. Claude Nières, « L'Incendie et la reconstruction de Rennes » in Histoire de Rennes, éd. Privat, p. 213.
  5. 5,0 5,1 ha5,2 Claude Nières, « L'incendie et la reconstruction de Rennes » in Histoire de Rennes, éd. Privat, p. 214.
  6. 6,0 ha6,1 Diouzh Xavier Ferrieu, Histoire de Rennes, p. 52.
  7. 7,0 7,1 ha7,2 Histoire de Rennes, p. 97.
  8. 8,0 ha8,1 Diouzh Christine Chapalain-Nougaret, Misère et assistance dans le pays de Rennes au XVIIIème, p. 31.
  9. Histoire de Rennes, p. 98.
  10. 10,0 ha10,1 Histoire de Rennes, p. 99.
  11. 11,0 ha11,1 Histoire de Rennes, p. 100.
  12. Congrès archéologique de France, volume 141, Société française d'archéologie, A. Picard et fils, 1986, p. 267-268.
  13. Claude Nières, La reconstruction d'une ville du XVIIIème, Université de Haute Bretagne, Institut Armoricain de Recherches Historiques de Rennes, 1972, p. 68-69, 76.
  14. Colette Cosnier, André Hélard, Rennes et Dreyfus en 1899 : une ville, un procès, 1999, p. 17.