Ar Grands Jours ("Devezhioù Meur") a veze graet, e-pad ar Renad kozh, eus bodadegoù dreistordinal parlamantoù Rouantelezh Bro-C'hall, ouzhpenn d'ar bodadegoù boas. Ar bodadegoù dreistordinal-se a ranke bezañ dalc'het er-maez eus ar parlamant, en ur gêr etre, ha pell diouzh lec'hiadur ar parlamant (Gwened evit Breizh e-lec'h Roazhon). Ar pal a oa sikour ar justis da vezañ onest e-keñver ar glemmerien ha stourm a-enep an drougimplijoù, dreist-holl e-pad ar mareoù trubuilhet. E-kreiz ar XVvet kantved e oa bet staliet an devezhioù-se.
E penn an Devezhioù Meur e oa ur c'homiser roueel, hag evit reiñ harp dezhañ reizhaouerien a-vicher (kuzulierien Gwir, sekretourien, hag all). An holl anezho a zeue eus proviñsoù all estreget an hini ma veze dalc'het an emvod meur.
Ganto e veze roet ur gefridi roueel evit mont da varn en ur broviñs eus ar rouantelezh, pell eus pennlec'h politikel ha lezvarnel ar vro. Alies e veze implijet an doare-se d'ober er XVvet kantved hag er XVIvet kantved.
Un doare e oa da reiñ ar justis hag a veze kement hag un harp da gengorioù mistri ar rekedoù (maîtres de requêtes), ar re-se o vezañ kannaded a-eeun ar roue gall.
An Devezhioù Meur a oa ivez un doare da welet betek pelec'h ec'h ae eneberezh ur broviñs ouzh ar roue. Servij a rae ivez da furchal ha da welet e peseurt urzh e veze lakaet an torfedoù. Dre ar justis e veze sujet an tiriad d'ar roue gall.
E Breujoù Breizh e veze implijet an anv-se pa veze chikan etre roue Bro-C'hall hag an dug Frañsez II. Dug Breizh a rae Breujoù Breizh eus an aozadur padal e rae roue Bro-C'hall Grand Jours eus an aozadur evit diskouez e oa an dug suj dezhañ ha ne oa ket Breizh dizalc'h.
Familh genidik eus bro Anjev. François, kuzulier ouzh Breujoù Breizh eus 1532 da 1538. Kadoriad ouzh sened Torino ha sieller Meur Bro C'hall e 1543.
1533
Hamon Barbier
Abad Sant-Vazhe
François Brûlon / Brullon / Bruslon
Gwelout : Pierre Brûlon, kadoriad gant tog e 1568.
François Petau
Genidik eus Orleañs, aotrou Dimancheville ; aotrouniezh ebet meneget dindan an anv-se e Breizh ; kuzulier ouzh Breujoù Breizh e 1554
1535
Thibault de Longuejoue
Genidik eus ; aotrou Yverny ; aotrouniezh ebet meneget dindan an anv-se e Breizh ; dimezet gant Madeleine Briçonnet (ur familh tost da Vrejoù Breizh ha da eskibien Breizh).
Nicolas Quélin
Genidik eus Pariz ; kuzulier ouzh Breujoù Breizh e 1554.
1536
Pons Brandon
Genidik eus Bourbonnais ; kuzulier ouzh Breujoù Breizh e 1554.