Bubri
kumun ar Mor-Bihan
Bubri | ||
---|---|---|
Chapel Sant Iwan. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Bubry | |
Bro istorel | Bro-Gwened | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Mor-Bihan | |
Arondisamant | an Oriant | |
Kanton | Gwidel | |
Kod kumun | 56026 | |
Kod post | 56310 | |
Maer Amzer gefridi | Roger Thomazo 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | An Oriant tolpad-kêrioù | |
Bro velestradurel | Bro an Oriant | |
Lec'hienn web | Bubry e K.K. Ploue | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 2 289 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 33 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 100 m bihanañ 40 m — brasañ 177 m | |
Gorread | 69,09 km² | |
kemmañ ![]() |
Bubri a zo ur gumun eus Breizh e kanton Gwidel e departamant ar Mor-Bihan. Ur gumun ag ar Vro Pourlet (bro ar Gemene) eo Bubri.i
DouaroniezhAozañ
- War lez ar Sar emañ ar gumun.
AnvAozañ
- Stummoù kozh : "Beubri, Bubri, 1282; Boubry, 1284; Boubry, 1294; Beubry, 1332; Biubry, 1345; Beaubry, 1354; Beubri, 1387; Buibri, 1453; Beubry, 1516; Bubric, 1630"[2]
ArdamezioùAozañ
Rannet : ouzh 1 en geot e groaz koñchek en aour ; ouzh 2 en gul e alc'houez en aour peuliek, paleton ouzh kleiz ; e gab en erminoù. |
IstorAozañ
Bubri e oa ur barrez eus eskopti Gwened.
Dispac'h GallAozañ
- Melestradurezh: krouet e voe kumun Bubri e 1790. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet Bubri da benn ur c'hanton, hini Bubri; teir c'humun a oa ennañ: Bubri, An Ignel ha Kistinid, e Bann Henbont e oa. Diskaret e voe Kanton Bubri gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix. Lakaet e voe kumun Bubri e Kanton Ploue bet miret ha brasaet e 1801 gant an hevelep lezenn. Lakaet e oa bet en Arondisamant an Oriant bet krouet e 1800[3],[4]. .
XXvet kantvedAozañ
Brezel-bed kentañ: 253 gwaz eus ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel, d.l.e. 5,93 % eus he foblañs e 1911[5].
Eil Brezel-bed:
- 1944, ti-post: taget e voe an ti-post e miz Ebrel 1944 ha laeret 350 000 Lur; tud ar Rezistañs a dapas 321 700 Lur d'ar 15 a viz Mae ha 27 250 Lur d'an 23 a viz Mae[6].
- 1944, tud harzet: 7 a viz C'hwevrer feldjandarmed, harpet gant ar Bezen Perrot ( e-touez anezho Ange Péresse, gendidik a Bubri) gant ar strollad Guy Vissault de Coëtlogon (e-touez anezho Joseph Le Ruyet, a orin eus Bubri) o deus harzet 17 rzistant e Baod, Bubri, Kamorzh ha Kistinid. Meur ag ezel eus ar Rezistañs, gant Pierre Mourisset, archer, Jean Jamet, letanant en archeriezh bet ganet e Lannejenn ha Mathieu Donnart, penn an Armée secrète e Penn-ar-Bed en o mesk a voe harzet gant feldarcherion alaman e Bubri d'ar 27 a viz Even 1944 ha bac'het ha jahinet en un adsavadur eus Lise Pondi. Fuzuilhet e voe an hini kentañ e Bizhui-an-Dour d'an 18 a viz Gouere, hag an daou all e Pluniav d'an 18 a viz Gouere[7],[8];
- 1945: d'ar 16 a viz Mae e voe kavet korf un den eus ar gumun, ezel eus ar Rezistañs, bet boureviet, lazhet ha mañsonet d'an 13 a viz Gouere 1944 gant al lu alaman e kreñvlec'h Pentevr e Sant-Pêr-Kiberen[9];
- mervel a reas 41 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[5].
Brezelioù arall:
- Brezel Indez-Sina: pemp gwaz a varvas;
- Brezel Korea: mervel a reas ur gwaz ;
- Brezel Aljeria: tri gwaz a varvas[5].
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
- Monumant ar re varv.
Kastellioù ha manerioùAozañ
- Kastell Kernivinen, XIXvet kantvlead;
- Kastell Brule, XVIvet kantvlead; kastell distrujet;
- Maner Koed Dikel, XVIIvet kantvlead; koulmer savet e 1739 ; chapelig da Santez Anna
- Maner Peroz, XVIIIvet kantvlead ; chapel distrujet
- Maner Kerali, 1702.
Iliz ha chapelioù katolikAozañ
- Iliz ar barrez Sant Pêr ha Sant Paol ; Iliz savet etre fin an XVIIIvet kantvlead hag an XIXvet kantvlead.
- Chapel Intron Varia ar Salet 1855;
- Chapel Sant Armel 1879;
- Chapel Sant Herve 1877;
- Chapel Sant Tremeur, XVIIIvet kantvlead;
- Chapel Sant Ewan, chapel savet e 1589;
- Chapel Sant Klamañs, XVIIIvet pe XIXvet kantvlead ; skrivet eo 1844 àrnezhi;
- Chapel Sant Wennaël, XVIIIvet kantvlead;
- Chapel Santez Elen savet e 1737.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1793Aozañ

MelestradurezhAozañ
TudAozañ
Ardamezeg ar familhoùAozañ
KrennlavarAozañ
Sed ur c'hrennlavar diwar-benn merc'hed ar vro:
- Ur plac'h a Vubri
- N'eus ket na toull na torr enni.
Hervez lod e tiskouez e oa fur merc'hed Bubri. Hervez lod all e vije un dave d'an dilhad giz ar vro, gant ur c'hoari diwar-benn ar ster kuzh.
GevelladurioùAozañ
Liammoù diavaezAozañ
LevrlennadurAozañ
Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
Daveoù ha notennoùAozañ
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
- ↑ Cassini - EHESS - Bubri - Fichenn ar gumun
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 56
- ↑ 5,0 5,1 ha5,2 memorialgenweb - Monumant ar re varv
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajennoù 57 ha 58
- ↑ Français Libres
- ↑ René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajenn 136
- ↑ René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajennoù 322-329