Domloup
kumun Il-ha-Gwilen
Domloup | ||
---|---|---|
![]() An ti-kêr. | ||
![]() | ||
Anv gallaouek | Donlô | |
Anv gallek (ofisiel) | Domloup | |
Bro istorel | Bro-Roazhon | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Il-ha-Gwilen | |
Arondisamant | Roazhon | |
Kanton | Kastell-Geron | |
Kod kumun | 35099 | |
Kod post | 35410 | |
Maer Amzer gefridi | Jacky Lechâble 2020-2026 | |
Etrekumuniezh | Kumuniezh kumunioù bro Kastell-Geron | |
Bro velestradurel | Bro Roazhon | |
Lec'hienn web | http://www.domloup.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 3 756 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 202 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 60 m bihanañ 33 m — brasañ 87 m | |
Gorread | 18,55 km² | |
kemmañ ![]() |
Domloup a zo ur gumun eus Breizh e Kanton Kastell-Geron e departamant Il-ha-Gwilen.
DouaroniezhAozañ
Ar stêr Yegn a dreuz Domloup.
AnvAozañ
- Erwan Vallerie, heuliañ Jean-Yves Le Moing ː Donlo, 1174; Domlupo, 1184
Gerdarzh
Domani an hini anvet Lupus (ar Bleiz)
ArdamezioùAozañ
En aour e gebrenn en sabel heuliet gant teir fempdiliaouenn ivez en sabel; e vevenn ivez en sabel
- Diforc'h ardamezioù familh Yvette, aotrounez Boishamon (XVvet kantved)[2]
IstorAozañ
XXvet kantvedAozañ
Brezel-bed kentañAozañ
- 48 gwaz eus ar gumun a varvas evit Bro-C'hall hervez monumant ar re varv, d.le. 5,41% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[3].
Eil Brezel-bedAozañ
- D'an 19 a viz Mae 1943 e kouezhas ur c'harr-nij Junkers Ju 88 kodet C9 + PU eus an aerlu alaman (Luftwaffe) e "Bonaque" e Domloup; lazhet e voe e dri nijour, douaret int e Mont-de-Huisnes[4].
- Ur milour eus ar gumun a varvas evit Bro-C'hall[3].
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
- Monumant ar re varv.
- Iliz katolik Sant Loup.
- Ar presbital kozh.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1793Aozañ

MelestradurezhAozañ
Mare | Anv | Strollad | Karg | |
---|---|---|---|---|
Meurzh 2014 | → bremañ | Jacky Lechâble[6] | Kleiz-diseurt | Kargad a gefridi |
Mezheven 1995 | Meurzh 2014 | André Lelièvre | Retredad | |
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù. |
TudAozañ
Ardamezeg ar familhoùAozañ
du Fail,
Aotrounez al lerc'h se. |
Palefarzhet etre argant ha sabel | |
Racine,
Aotrounez Galisson |
En argant e deir houadez en gwirion iziliek ha pigosek en gul |
Liammoù diavaezAozañ
LevrlennadurAozañ
- Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes des Côtes-d'Armor & Ille-et-Vilaine. 2008
- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
- Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
Notennoù ha daveoùAozañ
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Froger & Pressensé, p. 81
- ↑ 3,0 ha3,1 Monumant ar re varv
- ↑ Pertes Luftwaffe
- ↑ Cassini hag EBSSA
- ↑ « Jacky Lechâble, nouveau maire de Domloup », Ouest-France, 2 Ebrel 2014.