Jean-Luc Mélenchon

politikour gall

Jean-Luc Mélenchon, ganet e Takad Etrebroadel Tanger (an takad-se ne oa ket e Maroko d'ar mare-se) d'an 19 a viz Eost 1951 en un tiegezh a orin spagnol dre e dud-kozh, zo ur politikour gall, bet senedour eus ar PS, bet sekretour-stad. Brudet eo bet e Breizh abalamour d'e enebiezh ruz ouzh Diwan hag ouzh ar brezhoneg.

Jean-Luc Mélenchon e 2017.

E dibenn 2008 ez eas kuit eus ar PS, evit mont da sevel ur strollad nevez, ar Parti de Gauche (strollad an tu-kleiz). A-raok dilennadegoù prezidant Bro-C'hall 2017 ez eo e-touez saverien La France insoumise. Bez eo prezidant strollad deputeed La France insoumise er Vodadeg vroadel c'hall.

Un anv a orin spagnolek eo. Dont a ra an anv Mélenchon eus Belinchón, anv ur gêrig vihan eus Proviñs Cuenca.

Buhez personel

kemmañ
  • Kargidi dindan ar stad c'hall e oa e dud e Tanger. E dad, Georges Mélenchon, a oa resevour ar post hag e vamm a oa skolaerez; o-daou e oant ganet en Aljeria, un drevadenn c'hall neuze. E Tanger e oa ganet e 1951.
  • Mont a reas gant e vamm pa zispartias e dud : da Normandi da gentañ, da Jura (departamant) goude.
  • Bachelouriezh e 1969.
  • Dimezet eo bet ha bet ur verc'h.
  • Bevañ a ra e Pariz, gant Saïda Jawad[1], un aktourez a orin marokan, kamaradez da Valérie Trierweiler, a zo bet serc'h da François Hollande.

Buhez politikel

kemmañ
Madoù

E 2017 en doa disklêriet e vadoù a-raok an dilennadeg da brezidant.

Relijion

kemmañ

Daoust ma ne lavar ger a se e vefe frañmason hag ezel eus ar "Grand Orient de France"[2],[3].

Kaozioù

kemmañ

Graet en deus "sklaved" eus Bonedoù Ruz 2013 e Breizh[4]. Ur pennad kaoz zo bet gantañ er gelaouenn Bretons e miz C'hwevrer 2014.

Skridoù

kemmañ
  • À la conquête du chaos, Éditions Denoël, 1991.
  • Rocard, le rendez-vous manqué, Éditions Denoël, 1994.
  • Le Nouvel Âge du capitalisme (ouvrage collectif), Éditions L'Harmattan, 1998.
  • Pour la république sociale (ouvrage collectif), Éditions L'Harmattan, 2002.
  • Causes républicaines, Éditions du Seuil, 2004 (adembannadur skridoù eus Le Monde, Marianne, Politis, La Nouvelle Revue socialiste, À Gauche, ha re all).
  • En quête de gauche, Éditions Balland, 2007.
  • Laïcité : réplique au discours de Nicolas Sarkozy, chanoine de Latran, Éditions Bruno Leprince, 2008.
  • L'Autre Gauche, Éditions Bruno Leprince, 2009.

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù

kemmañ