Observatoire du Communautarisme
An Observatoire du communautarisme zo bet savet e miz Gouhere 2003 evit kelaouiñ ar C'hallaoued diwar-benn ar gumuniezhouriezh ha stourm a-enep dezhi.
Lavarout a ra ar renerien ez eo un arsellva dizalc'h hag ur benveg da aesaat ar c'helaouiñ hag ar preder a-zivout ar gumuniezhouriezh, al likouriezh, ar gwallziforc'hañ hag ar ouennelouriezh" ha "da vrudañ an oberoù graet a-enep an hollvedouriezh republikan".
Renet eo gant Julien Landfried. Kensavet eo bet gant Frédéric Beck (a zo rener al lec'hienn republikan « Revue républicaine ») ha François Devoucoux du Buysson (rener ar « Perroquet Libéré » hag oberour al levr « Les Khmers roses : Essai sur l'idéologie homosexuelle »).
Aozadurioù arbennik
kemmañKaset e vez war-raok gantañ lec'hiennoù Internet dediet da aozadurioù arbennik, en o zouez:
- Groupe information Bretagne
- Capve ("Republikaned a-enep ar vroadelouriezh euskarat")