Pierrick Le Guennec
Pierrick (pe Pierrik) Le Guennec zo ur politikour ha trotskour breizhat, bet war ar renk en dilennadegoù kanton e 2004 e Lanester evit ar strollad trotskour Parti des Travailleurs[1], ma tapas 0,71% eus mouezhioù an dud enskrivet[2], ha 9vet war «Liste des Travailleurs» er memes bloavezh, evit an dilennadegoù european, 0,31% eus mouezhioù an dud enskrivet[3].
Sekretour ar Fédération de la Libre pensée eo er Morbihan.
Oberoù
kemmañSkrivet en deus diwar-benn skolidi Diwan[4]. Savet eo a-enep d'ar panelloù divyezhek (gallek-brezhonek) er Mor-Bihan. Skrivet en deus diwar-benn istor an emsav breizhek e-barzh al lec'hienn Observatoire du Communautarisme e skridoù e lec'h ma tispleg e gasoni a-enep d'an emsav. Mennozhioù broadelour gall taer-tre a zo gantañ.
Doareoù ober
kemmañDre vras e sav teuliadoù war boent pe boent eus istor politikel an emsav, tud 'zo (Roparz Hemon...), aozadurioù (Diwan...) pe traoù dibar (Gwenn-ha-Du, Bro gozh ma zadoù...). Tennañ a ra tammoù frazennoù tapet amañ hag ahont e-barzh kelaouennoù kozh alies (diaes a-walc'h da gavout dre vras) ha lakaat anezho kichen-ha-kichen ha degaset pe liammet gant frazennoù pe titloù savet gantañ.