Goulven Pennaod

(Adkaset eus Jord Pennaod)


Goulven Pennaod (Georges Pinault er marilhoù), ganet e Sant-Maloù e 1928 - marvet e Pariz e 2000) a voe ur stourmer broadelour kenel-werinelour[1], un danevellour hag ur yezhoniour arbennigour war ar yezhoù keltiek. Emezelañ a reas e Goursez Breizh ha choaz a reas Kadvan, evel anv-drouiz. Implijout a reas an anv-pluenn, Fañch Trimer[2].

Arvar zo diwar-benn neptuegezh ar pennad-mañ
ha n'eo ket savet diouzh un holloueziadur
.
Kit da welet ar gaozeadenn
Goulven Pennaod
Goulven Pennaod
Anv ofisiel Georges Pinault
Anv pluenn Goulven Pennaod
Jord Pennaod
Obererezh Prederour, danevellour, embanner, yezhoniour
Ganedigezh 5 Meurzh 1928
e Sant-Maloù, Breizh
Marv 29 Du 2000
e Pariz, Bro-C'hall Bro-C'hall
Yezh skrivañ Brezhoneg, Galleg
Luskad lennegel Preder
Oberennoù pennañ
Dornlevr krennvrezhoneg
Traoù ouzhpenn
Ur gudenn a vannouriezh : an tennan ouzh an aerloc'hennoù
Yezhadur berr ar c'herneveg

Bugaleaj ha oad-krenn

kemmañ

Lod eus e hendadoù a oa chouaned ha daou eus e dadoù-kuñv a varvas e kamp Koñli[3] Desavet e voe en ur familh a vourc'hizion a gêr Sant-Maloù hag e studioù a reas en ur skolaj katolik enni. E-pad e oad-krenn e teskas brezhoneg, latin ha saozneg gant ar chaloni Havard, aluzener ar Jeunesse maritime chrétienne ("Yaouankiz kristen a vor") e-ser dont da vout broadelour gantañ, goude ma lakaas ar beleg Goulven Pennaod da lenn Istor Breizh an tad Herri Poisson[4].

E-pad an Eil Brezel-bed e oa unan eus izili ar PNB (Parti National Breton, "Strollad Broadel Breizh"), met re yaouank e oa evit emezelañ ar Waffen-SS ha neuze e lakaas e anv er strollad Jeunes de l'Europe nouvelle ("Re yaouank an Europa Nevez"), ur meni strollad skouted krouet gant tud ar strollad Collaboration ("Kenlabourerezh") evit ar grennarded, e 1944.

Arestet e voe d'ar 4 a viz Gwengolo 1944 gant F.F.I. Sant-Maloù. E kamp Santez-Marc'harid Roazhon eo e voe toull-bac'het ennañ. Eno e teskas un tamm kembraeg gant Abeozen e-ser dont da vout pagan dre levezon Morvan Marchal ha Raffig Tullou.

Kondaonet e voe d'an divri broadel e-pad pemp bloavezh da goulz an Dieubidigezh. E-pad un nebeut amzer e labouras en un ti-bank a-raok mont da Bariz, — edo o chom e ti Morvan Marchal —, e 1950, goude ma lakaas Amerikaned tan e ti-ispisiri e vamm. Da Vro-Gembre ez eas kuit war-lerc'h.

 
Goulven Pennaod, brezelour

Soudard Bro-C'hall

kemmañ

E vignon Saint-Loup, romantour bet ezel eus ar Waffen-SS en kinnig evel henn :

« Goulven Pennaod, ne oa ket graet e bemzek vloaz gantañ e 1943. Tu ebet dezhañ da emezelañ ar Waffen-SS e kemeras perzh e strollad re yaouank Europe Nouvelle. Toull-bac'h Jacques Cartier e Roazhon, e 1945. Pemp bloavezh a zivri broadel abalamour d'e yaouankiz. [...] En em gavet eo e Bro-Gembre, soudard e lu kuzh an disrannerion. [...] Droug-hiraezh gantañ na vout graet ar brezel gant an trede Reich sokialour. Ar sokialour enep-komunour-se en em frealz en ur vont da vrezeliñ e Bro-Indez-Sina a-benn, emezañ, kendelc'her e "Groaziadeg enep-bolchevik" »[5].

E 1951, e goñje a reas e Koblenz e Bro-Alamagn. E 1952, e lorc'has kuit da Vro-Indez-Sina hag is-letanant el Lejion estren gall e voe en emgann Diên Biên Phu :

« Harzlammet war Dien Bien Phu diouzh ma goulenn, en nozvezh ar 22 a viz Ebrel 1953 (gouel laouen deoc'h !), e teuan da vout ofisour-tennañ.[...] Emgannañ a ran gant keneiled alaman "evit difenn ar sevenadur gristen"  »[6]

E 1953 en em gannas e Bro-Varoko. Chom a reas eno betek 1958. Brezeliñ a reas e Republik Kreiz-Afrika met nac'hañ a reas kemer perzh e brezel Bro-Aljeria e 1960 betek mont da gapiten[7]. Chom a reas ur soudard gall, betek mont war e leve e 1962.

Enklasker war ar yezhoù keltiek ha war an drouizelezh

kemmañ
 
Deiziataer Coligny ma labouras Goulven Pennaod diwar e benn.

Da gentañ e oa stag ouzh Kêr-Vreizh e Pariz, ur greizenn sevenadurel breizhat vroadelour, adalek ar bloavezhioù 50 betek e varv ma teuas da vout drouiz enni hag e Gorsedd Breizh (1952).

Kregiñ a reas da studiañ pizh hag uhel ar yezhoù keltiek aba ma reas e soñj hen ober e 1962, p'edo war e leve. Deraouiñ a reas gant "notennoù a genelyezhoniezh" er gelaouenn Al Liamm (abaoe an niverenn 95) ha dezhañ da labourat gant Guy Étienne hag an ti-embann Preder, koulz ha gant S.A.D.E.D. (Strollad An Deskadurezh Eil Derez). Kenlabourat a reas ganto evit sevel kentelioù Istor, krennvrezhoneg ha gramadeg er bloavezhioù dek-ha-tri-ugent.

Diplomet e voe en École pratique des hautes études ("Skol pleustrek ar studioù uhel") Pariz war ar rusianeg hag ar saozneg, e 1982. Labourat a reas evit ar CNRS (savadur uhelañ Bro-C'hall evit an enklaskoù skiantel a bep seurt) asambles gant an enklasker ha kelenner, Paul-Marie Duval, war un embann eus deiziadur galian Coligny, e 1986. E 1985 e voe e-touez an dud a lakjont an arigrap war gKêr-Vreizh evit he dreiñ d'ur greizenn broadelour rik ha nevezpagan.

E 1989, daoust d'un diouer a ziplom a zoktorelezh e teuas da vout kelenner war ar yezhoù indez-europat e skol-veur Lyon III kent bezañ skarzhet abalamour d'e gealioù kenel-werinelour ha d'ar brud fall a oa o ren war ar skol-veur-se peogwir e tutas-hi meur a gelenner o doa labouret gant an Nazied hag eus an tu-dehou pellañ[8].

Goude ma 'z eas kuit eus skol-veur Lyon III e kendalc'has da skrivañ pennadoù e-barzh ar gelaouenn stag ouzh ar skol-veur-se Études indo-européennes ("Studioù Indez-europat") eus 1992 betek 1995[9].

E 1997 e oa enskrivet evel imbourc'her-kelenner e skol-veur Brest hep bezañ kelennet gwezh ebet enni.

Mervel a reas d'an 29 a viz Du 2000, d'an oad a 71 vloaz.

Ar greizenn sevenadurel vroadelour nevezpagan KêrVreizh (anv nevez Ker-Vreiz) a rentas klod dezhañ evit dekvet deiz-ha-bloaz e varv[10].

Oberennoù

kemmañ

Labour a ouiziegezh

kemmañ

E 1959 ez embannas e oberenn gentañ e brezhoneg :Ur gudenn a vannouriezh : an tennañ ouzh an aerloc'hennou. E diwezh ar bloavezhioù tri-ugent e kemeras perzh er gelaouenn enep-yuzev c'hall Europe-Action ("Europa-Obererezh") a-gevret gant Alain de Benoist ha Pierre Vial, kealonourion an tu-dehou nevezpagan gall.

Embann a reas pennadoù-skrid, troidigezhioù ha studiadennoù keltiek ha yezhadurel er c'helaouennoù Al Liamm, Emsav, Preder, Ogam, Tradition celtique ("Hengoun keltiek"), Études indo-européennes ("Studioù indez-europat"), Nouvelle École ("Skol nevez"), Annales de Bretagne ("Dielloù Breizh"), Hor Yezh, Diaspad, An Tribann, An Teodeg...

Gant e oberenn Dornlevr krennvrezhoneg (1979) e cheñchas penn d'ar vazh e studi ar gramadeg peogwir ez erlec'hias ar yezhadur klasel graet a-ziwar patrom hini ar galleg gant unan brezhonek penn-da-benn dre implij hag arver an orioù a-benn kompren identitelezh ar yezh-se. Splet a dennas an ti-embann Preder gant e labour pa savas e levr Gramadeg ar verb.

Barzh nann-gristen

kemmañ

Levezonet eo bet e oberennoù lennegel gant Kerverzhioù ha mennozhioù pagan ar barzh-se. Skrivañ a reas barzhonegoù a-zivout ar brezel evel Lâm Ngôc Sy pe Diskenn a eure d'an ifern. Un nebeut danevelloù a skrivas ivez ma kaver e zoare da vurutellat taer ar gristeniezh evel Ar c'hloareg a zanevell muntr ur c'homunour gant un danvez-beleg (1970).

Daoust ma'z eo treut a-walc'h e oberenn lennegel-rik e levezonas kalz skrivagnerion an tu-dehoù pagan, koulz e galleg hag e brezhoneg (evel oberennoù Jon Mirande, Saint-Loup pe Yann-Ber Tillenon).

 
Goulven Pennaod

Broadelouriezh ha Kenel-Werinelouriezh

kemmañ

Goulven Pennaod a voe kealonour pennañ ar genel-werinelouriezh vrezhonek goude ar brezel. E penn div gelaouenn emedo e-korf ar bloavezhioù tri-ugent, Ar stourmer hag An nerzh an anv anezho, awenet gant ar vroadelouriezh vreizhat, ar ouennelouriezh hag ar genel-werinelouriezh ma tiskouezhas enno e ideologiezh. Mignon bras e oa d'ar barzh faskour euskarat Jon Mirande hag a skrivas pennadoù 'zo e brezhoneg evitañ hag e ziv gelaouenn. Dont a reas da vout mignon da Remont Jestin a skrivas er c'helaouennoù-se evit displegañ hiroc'h an ideologiezh nevez-bagan.

Da skouer e skrivas Goulven Pennaod kement-se :

"Plijet pe zisplijet d'an eneoù fall, e vennomp bout kreñv awalc'h evit huchal adal d'an heol, doue-roue'n tron, n'hon eus ken nemet div zoueez : hor c'henel hag hor gwerin. Kenelourion omp, lese e vennomp adsevel riez Vreizh en he c'hlokted, terriñ lezenn dir ar mac'homerezh trevadennek a samm warnomp ar stad gall ha kempenn an hentoù evit ur stourm digor a-enep dezhañ. Gwerinelourion omp ivez, lese e vennomp diazezañ kevredigezh hor reizh dazont war hor gwerin ; reiñ dezhi perc'henniezh ar binvioù-ampletiñ ha sevel en hor bro ur weriniezh wirion distaget diouzh levezon ar gapitalourion ha tud an ilizoù, lakaat ar Vrezhoned da vout mistri en o bro."[11]

En eil niverenn e gelaouenn Ar Stourmer e skrive ne oa-eñ ket ur faskour hogen ur c'henel-werinelour[12].

Ar ouennelouriezh hag an naziegezh a levezone e soñjezonoù. Da skouer e skrivas e 1973 : « Kasoni hor bez ouzh ar Frañs ez-feulz ha da vat, ar c'hañseller Hitler a oa den meur an ugentvet kantved, ar gristeniezh hag ar yuzevachoù arall a zlee bezañ distrujet, an enor hag ar vertuzioù gourel sevenet, ar merc'hed fouzhet, al loustoni skarzhet hag a-benn ar fin e vo trec'h an SS »[13].

Arroud

kemmañ

"O ! An engroez daonet e Pariz. An holl dud o ruilhal er straedoù, o c'harmiñ, o huchal, bannieloù Hungaria dispak. Da groaz-ru Chateaudun ! Bec'h da'r gomunourion ! Da'r groug Duclos ! Budapest ! Ha va gar a ra poan din. Mont a ran avat, harpet war va flac'hoù. Kerzhout. Hudal. Redek ha redek a-benn-kaer da greñvlec'h ar re ruz. Poan am eus. Ne vern. Hungaria ! Budapest ! Dao da'r volcheviked ! Ar vicherourion. Petra a huchont ? Ne dremeno ket ar fachouriezh ? Te welo ! Evel ma vijen faskour ! Kouilhour ! Lastez ruz ! Da vMoska ! Hungaria ! Budapest ! Stlabez ! Mardoz ! Frankiz ! Hungaria ! Rusia da'n diaz ! Dal war da benn, loustoni vev ! War da fri louskenn c'hast ruz !

C'hweziñ a ran. Echu eo an abadenn. Emaon er Val-de-Grâce adarre. Skandalet on gant ar mezeg rak gwadiñ a ra va gloaz war va gar. N'em eus ket poan. Torret em eus ur flac'h war benn unan bennak : ne vern, reoù all ez eus en arme. Bloñset eo va lagad kleiz ha digor gwareg va abrant. N'eo netra. Va Doue, evit ho pobl karc'haret em eus en em gannet. Ar re-se a vallozh hoc'h anv santel ; saotrañ a reont hoc'h ilizoù, lazhañ ho peleion, mougañ pobloù a-bezh...Dihun. Hervez Le Monde, ur micherour komunour a vije bet lazhet. Setu France-Soir. Met, me an hini eo amañ o sevel va flac'h ! N'eo ket fall al luc'hskeudenn. Petra ? Gant ur varrenn vetal e vije bet lazhet ar paotr ? Va flac'h torret war benn unan bennak. Nann. N'eo ket me. N'eo ket posubl. N'eo ket gwir. Va Doue, ne c'hell ket bezañ ! Padal, al luc'hskeudenn. Me er renk kentañ. Va flac'h savet a-us da'm fenn. War ur penn, war ur penn all. Ha c'hoazh, ha c'hoazh. Ha va flac'h torret. Ar paotr o kouezhañ war al leur, e zremm gwad-holl. Me an hini eo. Muntrer. Setu ar pezh ez on..." ("Ar c'hloareg", Al Liamm, niverenn 139, 1970)

Levrlennadur

kemmañ
 
Dornlevr Krennvrezhoneg, Goulven Pennaod, Preder, eil embannadur, 1977

Pennadoù ha studiadennoù

kemmañ
  • Ur gudenn a vannouriezh : an tennan ouzh an aerloc'hennoù, 1959.
  • Yezhadur berr ar c'herneveg, 1960.
  • Yezhadur nevez ar c'hembraeg, gant Abeozen, 1964.
  • Dornlevr krennvrezhoneg. Eil embannadur azveret, 1966.
  • Kentskrid d'ur studi frammadel eus ar brezhoneg, 1966.
  • Langues et littérature celtiques ("Yezhoù ha lennegezhioù keltiek"), 1971.
  • Le calendrier gaulois de Coligny ("Deiziataer galian Coligny"), 1972.
  • Leçons de moyen-breton ("Kentelioù krennvrezhoneg"), 1984. .

Embannadurioù

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ
  • Ronan Caerleon, Un mercenaire breton au service de la France, La révolution bretonne permanente, 1969.
  • Yann-Ber Tillenon, La genèse de Kêr-Vreizh, 1986.
  • Euskal Literaturaren Antologia, Elizegi hag Izagirre, 1998.
  • Frañsez Favereau, Goulven Pennaod, Jon Mirande et la Bretagne, 2000 (Lapurdum).
  • Lionel Henry, Dictionnaire biographique du mouvement breton, Fouenant, Yoran Embanner, 2013, ISBN978-2-916579-59-7. Pennad Pinault, Georges.

Notennoù

kemmañ
  1. Ar romantour eus an tu-kleiz pellañ gall Didier Daeninckx a ra un « drouiz nazi » anezhañ ( « Quand le négationnisme s'invite à l'université », pennad 3, Amnistia.net, 31 a viz Genver 2000.
  2. Favereau, Francis, Littérature et écrivains bretonnants depuis 1945, Skol Vreizh, 20, mars 1991.
  3. La révolution bretonne permanente, Ronan Caerleon, 1969, p.42
  4. La révolution bretonne permanente, Ronan Caerleon, 1969, p.43
  5. « Goulven Pennaod n'avait pas quinze ans en 1943. Ne pouvant rallier la Waffen SS, il s'était inscrit aux jeunes de l'Europe nouvelle. Prison Jacques Cartier à Rennes en 1945. Cinq ans d'indignité nationale en raison de sa jeunesse. (...) Il se retrouve au Pays de Galles, soldat dans l'armée secrète des séparatistes. (...) Il traîne sa nostalgie de la guerre qu'il n'a pas faite aux côtés du IIIème Reich socialiste. Ce socialiste anti-communiste se console en contractant un engagement pour l'Indochine pour, disait-il, "continuer la croisade anti-bolchevique" » Saint-Loup, Les Nostalgiques, 1967
  6. "Parachuté sur Dien-Bien-Phu sur ma demande, dans la nuit du 22 avril 1953 (bonne fête !), je deviens officier de tir de la première Compagnie étrangère de mortiers lourds. Je me bats au côté de camarades allemands "pour la défense de la civilisation chrétienne", " La révolution bretonne permanente, Ronan Caerleon, 1969, p. 45
  7. Pennad e geriadur buhezskridoù L. Henry, 2013.
  8. Testenn a-zivout an afer-se e galleg
  9. Gw. "Après son départ de l'université lyonnaise, il continue cependant, de 1992 à 1995, à être accueilli dans les pages de la revue Études indo-européennes" éditée par Lyon III" In :"Petit dictionnaire des cultes politiques en France 1960-2000" gant Cyril Le Tallec.
  10. Gw. ar pennad Peu anodine célébration gant Fañch Broudig (e galleg)
  11. Niverenn gentañ Ar stourmer, Genver-C'hwevrer 1962
  12. Pennad "Arabat hor c'hompren a-dreuz", Ar stourmer, Meurzh-Ebrel 1962
  13. « Nous haïssions la France d’une haine rabique et définitive, le chancelier Hitler était le plus grand homme du XXe siècle, le christianisme et les autres juiveries devaient être détruits, l’honneur et les vertus guerrières cultivées, les filles baisées, la racaille éliminée et finalement SS vaincra. » La bretagne réelle-Celtia ("Breizh wirion-Keltia), 1973