Emgann Điện Biên Phủ
Emgann Diên Biên Phu pe Chiến dịch Điện Biên Phủ e vietnameg a oa bet un emgann hag ur sez hir e-pad Kentañ brezel Indez-Sina. An emgann a badas etre an 13 a viz Meurzh 1954 betek ar 7 a viz Mae 1954 oc'h enebiñ nerzhioù lu an Unvaniezh C'hall ha re ar Việt Minh, en Tonkin, proviñs Dien Biên e norzh ar Viet Nam a-vremañ. Pal nerzhioù an Unvaniezh C'hall a oa troc'hañ linennoù pourveziñ ar Việt Minh ha rediañ o nerzhioù lu da zont e Dien Bien Phu evit ma vefe un emgann gwir, dre ma soñje ar C'hallaoued e oa an tu nemetañ da drec'hiñ kadoniezhoù brezel ar Brezel kuzh dre un harp-tan kalz fonnusoc'h.
Emgann Điện Biên Phủ | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
Tamm eus Kentañ brezel Indez-Sina | |||||||
Plan an emgann | |||||||
| |||||||
Emgannerien | |||||||
An Unvaniezh C'hall: Bro-C'hall Stad Viet Nam | Viet Minh | ||||||
Pennoù-brezel | |||||||
Christian de Castries Pierre Langlais | Võ Nguyên Giáp | ||||||
Niver a emgannerien | |||||||
| 48 000 soudard 15 000 den (servijoù kempenn ha dafariñ) | ||||||
Kolloù | |||||||
2 293 lazhet 5 195 gloazet 11 721 prizoniet (gant 3 290 dreistbever ha 7 801 marvet pe steuziet) | - Hervez ar Viet Minh 4 020 lazhet 9 118 gloazet 792 steuziet - Hervez Bro-Chall 8 000 lazhet 15 000 gloazet |
Ar Viet Minh a zeuas a-benn da zezougen kalz kanolioù (e-leizh a ganolioù enep kirri-nij). Fiñvet o devoa an armoù ponner-se dre tachennoù diaes betek penn ar menezioù a enkelc'hie an dachenn emgann. ur wech lakaet e-plas ar c'hanolioù evit ul lod e mougevioù e oa stanket ar c'hallaoued gant tennoù kanolierezh, ar c'hirri-nij tennet warno hag ouzhpenn-se un diaester spontus d'un enep tenn d'ar c'hanolioù enebour.
Sez ar gwarnizon a badas 57 devezh, adal an 13 a viz Meurzh 1954 da 5eur 30 goude merenn betek ar 7 a viz Mae 1954 da 5 eur 30 goude merenn. Al lec'h difenn su "Camp Isabelle" a gendalc'has ar stourm goude an arsav-brezel betek 01:00 mintin. Kroget e oa dija an emvod meur arsav-brezel e Geneva gant Stadoù-Unanet Amerika, ar Rouantelezh Unanet, an Unvaniezh C'hall hag an URSS d'ar 26 a viz Ebrel 1954.
An emgann a voe pouezusoc'h e zisoc'h pelloc'h evit douaroù traoniennoù Điện Biên Phủ. Trec'h Giáp a roas lamm d'an dalc'hidigezh C'hall en Indez-Sina hag a voe orin an troc'h etre Su ha Norzh Viet Nam dibabet gant Feur-emglevioù Geneva.