Alain de Benoist
Alain de Benoist
Anv ofisiel Alain Marie Inisan
Anv pluenn Fabrice Laroche
James Barney
Robert de Herte
Obererezh Skrivagner
Kazetenner
Istorour ar menozhioù
Ganedigezh D'an 11 a viz Kerzu 1943
e Teurgn, Bro-C'hall Bro-C'hall
Luskad lennegel Disgreskidigezh, Dehou Nevez, Broadelouriezh genelel
Oberennoù pennañ
Vu de droite
Traoù ouzhpenn
GRECE, Mensa


Alain de Benoist (moranvioù : Fabrice Laroche, James Barney pe Robert de Herte) zo un embanner gall ganet d'an 11 Kerzu 1943 e Teurgn. Azaouezet eo evel penn-prederour luskad an tu Dehou Nevez.

Orin hag oberenn

kemmañ

Eus ar werin vreizhat e teu e vamm, Germaine Langouët, tra ma teu e dad eus an noblañs velgiat. E vamm-gozh a labouras evel sekretourez gant Gustave Le Bon e-pad pell. Un niz bihan eo da Gustave Moreau, ul livour pouezus eus luskad an Arouezelezh. Dimezet eo d'un Alamanez, Doris Christians.

Alain de Benoist zo penn-skridaozer ar c'hazetennoù Nouvelle École ha Krisis hag e vez gwelet evel damkanour kentañ an Nouvelle Droite (Dehou Nevez). Anavezet eo muioc'h en Italia, Alamagn, Rusia, hag all... eget e Bro-C'hall hiziv an deiz. Pagan a reer anezhañ tra ma tifenn ur sell ouzh al liesdoueegezh dezhañ. E brederouriezh politikel a vez anvet alies Dehoù an Diforc'hioù. Diorroet e vez mennozhioù gantañ tro-dro ar rannvroelezh, an europaelezh hag al lec'helezh gant kealoù enep-arnevez ha hengounel. A-wezhioù e vez graet labourioù istorel gantañ hag eñ en em wel evel Istorour ar Mennozhioù.

Mignon eo Alain de Benoist d'ar skrivagner maboriat Gabriel Matzneff.

Arroudoù

kemmañ

Tous les hommes de qualité sont frères, n'importe la race, le pays et le temps.

Les Idées à l'endroit (1977), éd. Libres-Hallier, 1979, p. 54