Livr el Labourer, pe Levr al Labourer, a zo un oberenn e gwerzennoù skrivet e brezhoneg Gwened gant Joakim Gwilhom, hag embannet e Gwened e 1849.

Mennout a ra an oberour diskouez buhez an dud diwar ar maez ha pegen evurus int. Awenet eo gant Georgica Vergilius ha skrivañ a ra

Nag eurusat vehe an dud ar ar maezoù
A pa anavahent ar briz hag o madoù

hag a oa e latin Vergilius

O fortunatos nimium sua si bona norint agricolas.

Adembannadurioù

kemmañ
  • Charlez Gwennou, Levr al labourer, lakaet e brezhoneg « KLT », Dumont, Brest, 1895;
  • Livr El Labourér groeit dré En Eutru Guillom, gant un doare-skrivañ gwenedek nevesaet, ti-moullañ Lafolye, Gwened, 1922.
  • Levr al Labourer, en doare-skrivañ orin (1849) hag en doare-skrivañ peurunvan gant Goulven Pennaod, Preder, 1979.
  • Livr El Labourer, Géorgiques Bretonnes, d'après l'édition bilingue de 1849, gant ur studiadenn gant Yves Le Berre, Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek (KEBK), 1991.

Levrlennadur

kemmañ