Trenkenn ribonukleek
(Adkaset eus TRN)
An drenkenn ribonukleek (TRN) zo ur polimer damheñvel ouzh an drenkenn dizoksiribonukleek (TDN) ken evit a sell he framm, ken evit a sell he c'hefridi (Ober war-dro an titouroù genetek ha reiñ korf dezhe). Pevar c'hemm zo e-keñver an TDN :
- E-lec'h ar sukr dizoksiribozenn e kaver ur ribozenn. Setu aze an abeg eus distabilded ar molekuloù TRN.
- An nukleobazenn timin zo kemeret e lec'h gant un urasil.
- Peurliesañ n'eus ken un neudenn eeun en TRN, nemet e bevedegoù zo evel ar retroviruzoù, tra ma vez div neudenn en TDN, dezhi ur framm e stumm un droellenn doubl.
- Berr eo an TRN (etre 50 ha 5000 nukleotidenn ha n'eo ket milionoù evel en TDN).