Carl von Linné
Carl von Linné a voe ganet d’an 23 a viz Mae 1707 e Stenbrohult, e proviñs Småland e kreisteiz Sveden ha mervel a reas d’an 10 a viz Genver 1778 en Uppsala. Ur mezeg e oa, louzawour ha kelenner e skol-veur Uppsala. Gantañ e voe rummataet holl voudoù bev an Douar, en ul levr anvet Systema naturae (1735). Diwar e labour e teu rummatadur reizhiadek ar vevien zo en implij bremañ. Met ma'z eus bet miret lod eus ar pennaennoù, kalz a draoù a zo bet kemmet ivez.
Carl Linnaeus e oa e anv pa voe ganet. Pa voe noplaet gant roue Sveden e 1761 e cheñchas e anv e Carl von Linné. E kalz yezhoù e reer anezhañ hiziv Linné hepmuiken.
Linné a veajas e meur a rannvro eus Sveden evit diskrivañ ar plant hag al loened anezho : diwar ur veaj en hanternoz ar vro e voe savet e labour bras kentañ, Flora lapponica . Mont a reas da vroioù all en Europa ivez : en Izelvroioù e lakaas embann e Systema naturae.
« Den = Homo sapiens »
kemmañGant Linné e voe roet da bep spesad un anv resis e latin, savet diwar daou barzh. Da skouer, Homo sapiens ("den a oar") evit an den hag Homo troglodytes ("den ar vougev") evit ar chimpanze. A-raok Linné e veze roet anvioù hir d’ar spesadoù, a-benn o diskrivañ. Gant skiantourien a veve er XVIvet kantved, an daou vreur Bauhin, e oa bet savet ar reizhiad anvadurioù daouel a zo implijet hiziv, met gant Linné an hini e voe lakaet an diazezoù-se da dalvezout a-vras.
Al lodenn gentañ eus an anv eo ar genad, hag an eil eo ar spesad. Evit Linné e oa an den hag ar chimpanze daou spesad eus ar memes genad, Homo. (Pan troglodytes eo anv skiantel ar chimpanze hiziv an deiz, daoust ma ne vev ket ar chimpanzeed er mougevioù).
Mennozh ar genadoù hag ar spesadoù a zeu eus Aristoteles. Met ar genadoù a voe bodet gant Linné d’ober urzhadoù, an urzhadoù a voe bodet e rummadoù hag ar rummadoù e riezadoù. Setu, da skouer, penaos e veze rummataet an den gant Linné :
- Riezad : Animalia
- Rummad : Vertebrata
- Urzhad : Primates
- Genad: Homo
- Spesad: Homo sapiens
Tri riezad a veze diforc’het gant Linné : loened, plant ha mein.
Ur protestant deol e oa Linné, ul lutherad, hag evitañ e oa ar vevoniezh ur studi eus ar bed urzhiet gant an "Aotrou". Krediñ a rae e oa bet krouet al loened hag ar plant gant Doue ha ne oant ket cheñchet abaoe krouidigezh ar bed. Ar spesadoù, evitañ, ne gemment ket (er c’hontrol diouzh ar pezh a voe displeget diwezhatoc’h gant Darwin). Daoust da se e oa krog da gas ar skiant war un hent a bellae diouzh kelenn ar relijion. Un arc’heskob lutherat a damallas dezhañ bezañ dizoue.
Bez' e voe Linné unan eus diazezourien Akademiezh ar Skiantoù e Sveden. Gantañ ivez e voe savet Liorzh Louzawouriezh Uppsala.