An heterotrofiezh zo ar redi evit boudoù bev zo ha n'hallont ket produiñ o magadur o-unan d'en em vagañ gant danvez organek. E-touez ar bevedegoù heterotrofek emañ holl al loened (Animalia) hag ar foue, lod eus ar bakteri hag eus ar protisted[1], ha kalz plant arvevat, e-skoaz ar pep brasañ eus ar plantoù hag ar sianobakteri zo aototrofek. An aototrofed zo gouest da dreuzfurmiñ danvez maenek e danvez organek gant ur vammenn energiezh d'en em vagañ. Ne c'hell ket an heterotrofed produiñ o danvez organek o-unan evel-se ha dleet eo dezhe he zennañ eus mammennoù karbon organek all, anezhe danvez plant pe loened dreist-holl. Gallout a reont tennañ anezhañ eus organegoù bev (evel an arvevaded) pa marv (preizherien, debrerien korfoù marv), pe c'hoazh eus dilerc'hioù boudoù bev all (evel ar saprofited : delioù marv, failhañs, ha kement zo...). Depantout a ra bezañs an heterotrofed eus hini an aototrofed, rak diazezet eo chadenn ar boued warne.

Peurliesañ e ra an heterotrofed gant an elfennoù organek, n'eo ket hepken evel mammenn karbon, met evel mammenn energiezh ivez, gant oksigen an aer evel oksider : analat a reont. Koulskoude, lod anezhe a c'hell ivez bevañ en un endro hep oksigen hag implijout ar goadur.

Ar c'habelloù-touseg hag ar foue, ha n'o deus na plastoù na klorofil, zo heterotrofek e-keñver ar c'harbon.

Implijet e oa bet ar ger heterotrofiezh da gentañ e mikrobevoniezh e 1946 evel ul lodenn eus rummatadur ar mikroorganegoù diazezet war o doare d'en em vagañ[2]. Implijet e vez bremañ war meur a dachenn, evel an ekologiezh da zeskrivañ chadenn ar boued.

Notennoù

kemmañ
  1. How Cells Harvest Energy. McGraw-Hill Higher Education.
  2. Lwoff, A., C.B. van Niel, P.J. Ryan, E.L. Tatum, "Nomenclature of nutritional types of microorganisms", Cold Spring Harbor Symposia on Quantitative Biology, pempvet embannadur, levrenn XI, Cold Spring Harbor, N.Y., 1946, pp. 302–303