XIvet tierniezh Henegipt
Ren a reas an IXvet tierniezh war Deb e-pad ar Iañ marevezh etre (eus war-dro 2150 a-raok J.-K. betek war-dro 1991 a-raok J.-K.). Hervez Manetho e oa bet enni 16 roue disheñvel a renas e-pad 43 bloaz. Kontroliet eo, avat, gant enskrivadurioù ha Listenn Roueel Turin a ziskouez ne oa bet nemet seizh roue hag a renas e-pad 143 bloaz.
Dindan an dierniezh-mañ e oa adunvanet Egipt hag e oa savet ar Rouantelezh krenn.
Kronologiezh faraoned an dierniezh
kemmañ
Gant un nomarc'h eus Teba, Intef Meur mab Inku, e oa bet diazezet. E meur a enskrivadur e kaver e añv met e vab Mentouhotep I a varner evel roue kentañ an diernelezh.
Un enskrivadur graet e-pad ren Intef II a ziskouez e oa an hini kentañ oc'h en em embann roue Egipt a-bezh. Abeg e oa an dra-se ur brezel hir gant an Xvet tierniezh a zalc'he Hierakleopolis. Aloubiñ a reas Intef Abidos met e-pad 14vet bloavezh ren Mentouhotep II e oa faezhet tud Hierakleopolis.
Kreñvaat a reas an XIvet tierniezh levezon Egipt war Afrika hag ar Reter Krenn. N'eo ket sur abeg fin an dierniezh. Hervez an dielloù egiptat e oa seizh "bloaz goulou" goude marv Mentouhotep III. Kenglotañ a reont ouzh ren Mentouhotep IV. Darn vrasañ ar glaskourien a gred eo deut e vizir, Amenemhat e añv, da vezañ roue kentañ an XIIvet diernelezh dindan anv Amenemhat I.
|
Porched Egiptopedia | Adkavit pennadoù Wikipedia a denn da Henamzer Egipt :
Istor | Douaroniezh | Labour-douar | Aozadur politikel | Faraoned | Arz | Mitologiezh | Doueed | Buhez pemdez | Levrlennadur | Geriaoueg |