Trede marevezh etre Henegipt

E fin an XXvet tierniezh en doa kollet Ramses XI (-1098/-1069) tout e galloud hag e krog Henegipt da zizrannañ en-dro. A-dalek -1080 mui-pe-vui, e krog Herihor, hag eñ beleg meur Amon e Teba, da vezañ ur seurt briz-faraon e Teba, mestr war kreizteiz ar vro, pa gendalc'h Ramses XI da ren war an hanternoz.

Tierniezhioù faraoned
e Henegipt
Prantad raktierniezh
Prantad prototierniezh
Prantad thinit
1añ 2
Rouantelezh kozh
3de 4re 5vet 6vet
I marevezh etre
7vet 8vet 9vet 10vet
11vet (Teba nemetken)
Rouantelezh krenn
11vet (Egipt a-bezh) 12vet
II marevezh etre
13vet 14vet 15vet 16vet 17vet
Rouantelezh nevez
18vet 19vet 20vet
IIIde marevezh etre
21 22 23de 24re 25vet
Maread izel
26vet 27vet 28vet
29vet 30vet 31
Prantad Gresian
Aleksandr Veur
Tierniezh ar Btolemeed
Prantad Roman

Ur wech marv hemañ, e vez krouet ar XXI tierniezh gant Smendes, un den dianav e orinoù, a na zo mestr nemet war Goueled Egipt. Staliañ a ra e gerbenn e biz an delta, e Tanis. Kloer Amon a gendalc'h da ren en Tebaid, en un darempred a vasaliezh teorikel d'ar faraon. Faron heverk nemetañ an dierniezh a zo Psousenes 1añ (tro-dro -1040/-993).

A-dalek ar mare-se, e krog meuriadoù a orin libyan, ar "Machaouached", de vont tre e Egipt, ha da grouiñ tiernioù e kornog an delta. Tro-dro da -950 e sav ur faraon a orin libyan, Chechonk 1añ, war dron Tanis goude bezañ dimezet gant merc'h faraon diwezhañ XXI tierniezh. Diazez a ra neuze an XXII tierniezh, anavezet evel an dierniezh libian. Ul lodenn eus kloer Amon a gav repu e Nubia Uhel, ha resisoc'h e Napata. E touesk faraoned an dierniezh-mañ ez eus tu menegiñ Osorkon II, brudet dreist-holl evit e "triad" meurdezus a c'heller gwelet e mirdi al Louvre.

Tro-dro da -818 e oa krouet an XXIIIde tierniezh gant ur priñs a orin Libyan, Petoubastis Iañ. Staliañ a ra e gerbenn e Bubastis, e reter an delta. Setu ma 'z eo rannet an delta etre div dierniezh. Un dierniezh all a zo o ren er su, tro-dro da Deba, hag ur pevare e Napata (Nubia Uhel).

Piye (Pyanc'hi), nubian ha roue Napata eus ar XXVvet tierniezh, a aloub Gorre Egipt adalek -740. Klask a ra bezañ mestr war an delta ivez evit peur-unvaniñ Egipt, met ur c'hwitadenn eo. Rannet e chom Egipt etre ar XXIVre tierniezh "libian" en delta hag ar XXVvet tierniezh "kouchiteg" er C'hreisteiz.

Ar brezelioù diabarzh-mañ a gwana kalz Egipt. Tennañ spled a ra an Asirianed eus kement-mañ evit aloubiñ ar vro e -667, dindan ren Asurbanipal.


A56
Porched Egiptopedia
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn da Henamzer Egipt :

Istor | Douaroniezh | Labour-douar | Aozadur politikel | Faraoned | Arz | Mitologiezh | Doueed | Buhez pemdez | Levrlennadur | Geriaoueg