Digeriñ al lañser pennañ

IstorAozañ

E pad ar Rouantelezh nevez e tizh Henegipt he ment vrasañ : gounit a ra tachenn etrezek ar C'hreisteiz, oc'h aloubiñ tammoù bras eus Nubia, hag etrezek ar Reter. Brezel taer a voe etre Egipt hag an Hittited evit bezañ mestr war ar Reter-Nesañ.

Ul lodenn vat eus ar faraoned brudetañ a zo eus an XVIIIvet tierniezh: Hatchepsout, Thoutmose III, Amenhotep III, Ac'henaton ha Toutanc'hamon da skouer. Met ar faraon brudetañ a zo ezel eus an XIXvet tierniezh: Ramses II. Faraon pennañ an XXvet tierniezh e voe Ramses III.


Deroù an nevezimpalaeriezhAozañ

Kregiñ a ra ar prantad gant diwezh ren an Hiksosed a oa mestr war Egipt Izel. War-dro 1570 kent J.-K., ar roue Hiksos ne oa mestr ken war lodenn norzh Henegipt en-dro d'e gêrbenn Avaris. Skarzhet e oa an Hiksosed eus Egipt gant emsavadegoù priñsed Tebez. Da gentañ e oant bet argaset etrezek an hanternoz gant Kamosis a gemeras digante tachennoù kreiz Henegipt. Klask a reas roue an Hiksosed kevrediñ gant rouaned nubian Kerma met en aner rak serret e oa bet e gannad war hent an oazizoù

Ahmose, eus Tebez, a gemeras kêr Menfis e-doug un eil tagadenn hag a gasas e arme dirak Avaris a voe kemeret gantañ. Goude tri bloavezh seziz e oa kemeret lec'h kreñv diwezhañ an Hiksosed (Sharouhen, e su Palestinia) gant Egiptiz. Fin a oa d'an Hiksosed ha perc'henn e oa ar faraon nevez war an tachennoù a oa bet mestr ar vro warne gwechall.

Hervez an Egiptologourien e teraou an nevezimpalaeriezh pa oa skarzhet an Hiksosed er-maez Henegipt ha pa oa adunvanet Egipt Uhel hag Egipt Izel gant Ahmose.


E deroù an nevezimpalaeriezh e kreskas kalz an impalaeriezh (Etrezek Azia-Vihanañ ha Nubia peurgetket) hag e kasas harzoù Henegipt eus kalon ar Soudan a vremañ (e-tal Abou Hamed, e norzh ar pempvet lamm-dour) beket ur vro anvet Nac'harina (E-kichen an Eufratez, e biz ar vro). Evel se e oa deuet Henegipt da vezañ unan eus broioù galloudusañ an Henamzer. Koulskoude an tachennoù en tu all da draoñienn an Nil ne oant ket kontrolet mat (priñselezhioù Palestinia peurgetket a chome dindan galloud poblañsoù ar vro, daoust dezhe bezañ eveshaet gant pep a guzulier egiptat). Kalz testenioù a ziskouez e felle da Egiptiz bezañ mestr war ar bed « betek e vevennoù », chom a reas un utopia, dreist-holl pa ouzer ne oant ket bet gouest biskoazh da lakaat ar peoc'h da ren e norzh hag e kreiz Siria ma kevezas da gentañ gant tierned rouantelezh Mitanni ha goude se gant an Hittited.

Hatchepsout ha Thoutmose IIIAozañ

Pa varvas Thoutmose II ez eo mab ur pried a eil renk, Thoutmose III, a resevas ar gurunenn. Abalamour d'e yaouankiz e oa fiziet ar rejañs en e voereb, a oa ivez e lezvamm, Hatchepsout, merc'h Thoutmose I ha gwreg Thoutmose II.


Ur roll a-bouez he doa bet Hatchepsout war an dachenn bolitikel. Ren a reas e lec'h Thoutmose III e-pad 20 vloaz. Sevel a reas kalz obeliskennoù e templ Karnak hag un templ kañv dispar war glann gornôg Tebez, el lec'h anvet Deir el-Bahari hiziv. En templ-se e c'haller gwelet skeudennoù teogamiezh, ma vez danevellet ganedigezh doueel ar faraon.


Pa gemeras Thoutmose ar galloud e renas ur politikerezh aloubadegoù ken e voe graet « Napoleon Egipt » anezhañ gant James Henry Breasted. E-doug e ren e oa erru an nevezimpaleriezh en he barr. Mestrez e oa Henegipt war Kouch, Siria ha Palestinia. Truajoù ar broioù aloubet anvet - inou (« ar pezh a zegaser ») ha bakou ( « frouezhioù al labour ») - a roas an tu da gas da benn un niver a savadurioù en enor da Amon ha d'ar faraon a wareze.

Ar brezelioù e Siria hag e PalestiniaAozañ

Thoutmose I en doa aloubet su Palestinia dija. Thoutmose III hag Hatchepsout a redias roue Mitanni da asantiñ da vestroni Henegipt war Siria. E-pad ren Hatchepsout, priñs Kadesh a reas e vad eus he spered peoc'haus evit bodañ enebourien d'ar galloud egiptat. Ouzhpenn e oa gwashoc'h-gwashañ ar bec'h a a save gant amezeien Egipt, diwar-benn ar c'hoñvers dreist-holl. Pa varvas ar vaouez faraon e kasas Thoutmose III e armeoù betek Gaza. Goude seizh miz seziz e kodianas kêr Megiddo, ha d'he heul kalz priñselezhioù a sujas da Egipt (da skouer, roue Assour, enebour ar Mitanni, a skoulmas darempredoù gant ar faraon). E-pad an ugent vloaz war-lerc'h e renas ar faraon ergerzhadegoù dezhe da bal diazezañ beli henegipt war kreiz Siria. Da respont buan betek-gouzout en em savfe kadesh e oa savet daou gwarnizon e genoù an Oronte, e Gaza ha marteze e Damas ivez.

An ergerzhadennoù er suAozañ

Kerkent ha ma oa skarzhet an Hiksosed e klaskas Egiptiz adperc'hennañ tachennoù ar su. E tolead Elefantina hag e Nubia Izel peurgetket e lec'h ma oa bet savet emglevioù etre tierned un nebeud kêrioù ha roue Kerma. Thoutmose kentañ, evel Ahmose en e raok, a dagas ar rouantelezh nubian. Lakaet e oa seziz war ar gêrbenn, Kerma, ha distrujet e oa ar rouantelezh enebour war-dro 1500 kent J.-K.


Amenhotep II et Thoutmose IVAozañ

Amenhotep II, mab Thoutmose III, a gendalc'has ar brezelioù e Siria ha Thoutmose IV, e vab-bihan, a gendalc'has gant harp an arme. Roue Mitanni a zouje distro an Hittited a glaskas startaat e liammoù gant Henegipt hag e lezas Thoutmose IV lakaat un den dezhañ war dron bro Nouc'hase, e su Alleppo.


D'ar c'houlz-se an hini e tiwan azeulerezh Aton, a vez roet e anv da gant an heol da gustum. Hervez ar gredenn-se, ar roue hag an doue a vesk e-pad an noz evit ma anadfe ar faraon da vintin dindan enkorfadur stumm doueel un den. Kevezañ a rae Aton gant Amon. Evel ma keveze al lez gant levezon beleien Amon e oa degemeret mat an azeulerezh nevez-se ganto hag evel se e tiwanas ur rendael etrezi hag an tiegezhioù egiptat bras.

Ac'henatonAozañ

Amenhotep IV, mab Amenhotep III ha Tiyi, a euredas gant Nefertiti, a orin estren moarvat. Abaoe e yaouankiz moarvat en doa klevet ar rendaeloù diwar-benn azeulerezh ar faraon hag hini an doue Amon. Gallout a reer soñjal en doa divizet abaoe pell e vefe kemeret lec'h azeulerezh Amon gant hini an doue heol Aton. Ar pezh a reas 6 vloaz goude e gurunidigezh. Lemel a reas azeulezh Amon diouzh Karnak, met, e-lec'h distrujañ an templ, e ouestlas anezhañ d'e zoue. E vaouez Nefertiti, hag he merc'h, Meritaton, a gemeras ar garg a oa gant gwragez an doue Amon kent. Tamm-ha-tamm e oa tennet anv Amon e lec'hioù azeulerezh Egipt, hag e oa roet madoù Amon da Aton.

Adalek bloavezh V ren Amenhotep IV/Ac'henaton e tiannezas ar rouanez-vamm hag holl al lez e palez Tell el-Amarna, e kreiz Egipt. Ac'hetaton (« Dremmwel Aton ») a oa anv ar gêr-se, savet evit bezañ ar gêrbenn nevez. Kemer a reas un anv nevez : Ac'henaton, pa cheñchas kêrbenn. Kreizennañ a reas kehelerezh an heol er palez roueel gant templ palez Aton hag un templ kañv, ha savet e oa e vez pell diouzh re tud e karg al lez, e gouelec'h ar reter, a-ratozh-kaer. Alies e oa diskouezet ar faraon dindan stumm delwennoù savet hervez ur c'hiz nevez, diwanet e-doug ren ar faraon nevez. Abalamour da se o dez an dud kizellet un neuz iskis ha n'eo ket abalamour d'o doare dezhe o-unan.


Lakaat a reer e oa Kiya, ur rouanez taolennet war monumantoù ar grez-se, ur verc'h da roue ar Mitanni. Goude he marv hag hini Nefertiti ez eo moarvat Meritaton, merc'h Ac'henaton, he dije kemeret lec'h gwreg kentañ ar roue.

Mervel a eure Ac'henaton dishêr. Torret e oa buan e adreizhadennoù hag Amon a gemeras e lec'h en-dro e Karnak. Distreiñ a reas ar gouarnamant hag al lez da Venfis. ha bez warlec'hiad Ac'henaton a oa savet e Tebez evel kustum.

Intañvez Anc'hkeperoure (pe Semenc'hkare) a c'houlennas digant ar roue hittit, goude marv he fried, ur priñs da bried. Goude bezañ gwiriet ar goulenn meur a wezh e oa kaset ur priñs gant ar roue met muntret e voe hemañ war harzoù Egipt, ar pezh a roas d'an Hittited un abeg mat evit aloubiñ norzh Siria.

Dindan Levezon , Anc'hesenpaamon, unan eus merc'hed Ac'henaton ha Nefertiti, a euredas Toutanc'hamon yaouank. Berr e voe ren ar faraon-se, koulskoude ez eo unan eus ar re ar muiañ anavezet en istor Henegipt abalamour ma oa bet dizoloet e vez difreuz en XXvet kantved. Pa varvas ez eo Aï gozh a bignas war an tron met mervel a reas nebeut amzer goude.

Ramses hag e warlerc'hidiAozañ

 
Maskl balzamegenn C'honsou, mab Sennedjem, kavet e bez Sennedjem e Deir el-Medinah. Nevezimpalaeriezh, XIXvet tierniezh, deroù ren Ramses II, 1304-1237 kent J.-K.

Horemheb, penn an arme e Menfis, a gemeras ar galloud goude ren berr , ha lakaat a reas kadarnaat e wir da gemer ar galloud gant un oracle eus Amon e Tebez. Ramses, e eiler en arme a oa lakaet da hêr dezhañ, hag adalek e ren e krogas eil hanterenn an Nevezimpalaeriezh, anvet ivez prantad ar Ramsesed (XIXvet ha XXvet tierniezh).

Horemheb, ha war e lerc'h Ramses I hag e vab Seti I a gasas meur a adreizhadenn da benn er vro. Seti a adsavas santualioù kozh hag e lakaas disklêriañ e oa bet Ac'henaton ur roue heretik. En diavaez e krogas da greñvaat an harzoù o tistrujañ ar re a enebe ouzh galloud Henegipt e Nubia ha war harzoù ar reter. Dont a reas a-benn da gemer en-dro an tachennoù kollet hag e astennas en-dro levezon Henegipt betek glannoù an Eufratez.

Dilec'hiet e oa ar gêrbenn da Bi-Ramses, e reter an delta, e-kichen ar gêrbenn hiksos kozh, Avaris, a roe an tu gant he mammennoù dour hag e greñvlec'hioù da loc'hañ en un doare aes etrezek Palestinia. Bras-kenañ e oa ar gêr ha kavout a bout a rae eno a bep seurt obererezhioù ha savadurioù : palezioù, kazarnioù, temploù a bep seurt gouestlet da doueed bras an impalaerezh, marchosioù ha labouradegoù armoù. Sevel a rae ar re-mañ skoedoù e-giz re an Hittited evit ar rannoù-arme skoazell a-drugarez d'ar c'houevr a veze tennet diouzh mengleuzioù Timna, en Israël. Pi-Ramses a oa ivez ul lec'h strategel, a roe an tu da gas armeoù egiptat buan betek-gouzout e vije emsavadegoù e Palestinia pe e Siria da skouer. Kalz meuriadoù kantreat a oa evel ar Shasoued pe an Apiroued (Anv zo bet tostaet eus an anv a vremañ « Hebraed »), a harze ouzh ar c'henwerzh dre o brezelioù dibaouez. Ouzhpenn ne c'halled tremen hep kas un ergerzhadeg brezel e Bro Amourou (a oa he c'hreiz e Kadesh) abaoe ma oa savet a-du gant an Hittited en un doare anat.

Loc'hañ a reas Ramses II, hêr Seti I ur brezel bras a-enep an Hittited met sachet e voe an arme egiptat en ur griped e Kadesh. Chañs he doe da gavout he zu da dec'hout diouzh an taol-spi. Divodet e oa an arme hittit er vro da breizhañ anezhi d'ar mare-se. Koll a reas Henegipt he mestroni war Bro Amourou koulskoude, ha, daoust ma ne oa bet gounezet emgann Kadesh gant den, e voe goloet mogerioù an temploù en Egipt gant enskrivadurioù a lakae an trec'h war gont Egiptiz. An emgann-se verkas avat ur c'hemm bras en istor an darempredoù etre Henegipt hag ar reter-nesañ : ar roue hittitat, a oa o talañ ouzh kudennoù en e vro, kernezioù ha barradoù kleñvedoù-red, en em glevas gant ar faraon pa ne gave da hini ebet e c'hallje tizhout un trec'h klok ha sinañ a rejont ur skrid-emglev peoc'h. Ar c'hentañ skrid-emglev peoc'h-se etre div Stad zo chomet ur roud fetis anezhañ a vo kreñvaet diwezhatoc'h gant eured Ramses II gant ur briñsez hittitat. Spisaat a rae ar skrid-emglev, kavet ez eus bet ur stumm anezhañ en div vro, divizoù ur gevredadenn diplomatek etre an div rouantelezh. Diferañ a rae e pelec'h e oa harzoù an div Stad. Divizet e oa ivez kas an drubarded hag ar re gondaonet d'o rouantelezh orin.

Mervel a reas Ramses Iañ d'an oad a 90 vloaz, goude ur ren hir-kenañ. En tu all d'e drec'hoù war dachenn ar brezel hag an diplomatiezh e anavezer anezhañ a-drugarez d'ar santualioù niverus a lakas sevel pe adsevel, portant son nom, en holl gêrioù pennañ ar vro. A-drugarez d'an aour degaset gant korvoerezh mengleuzioù Nubia e pourchasas ul leve ingal da gefioù ar Stad. An darempredoù kenwerzh, a oa en o bleuñv abaoe ma rene ar peoc'h etre an div vro c'halloudusañ er Reter-Nesañ a zegasas finbortez d'a Henegipt.

E-touez e dek bugel ha pevar-ugent, C'hâemouaset, unan eus e vibien, a oa karget da lakaat en-dro en o sav azeulerezhioù kozh, en o mesk re hendadoù ar faraoned. Lod eus e verc'hed a zeuas da vezañ Gwreg Real Vras. Koulskoude, ar berzh-se, da savadur an temploù, d'an trec'hoù niverus a guzhe deroù un enkadenn ekonomikel vras evit Henegipt.

er c'hornôg, al Libianed a gevedas gant « Pobloù ar Mor » ha deindan ren Merenptah, warlerc'hiad Ramses II, e tagjont an delta... En aner, rak Merenptah a zeuas da argas o zagadenn hag a faezhas anezhe war vor ha war an douar.

Goude ren ar faraon diwezhañ-se e tarzhas ur brezel susitañ etre diskennidi Ramses a lakaas da ren ur prantad anarkiezh. Ur wezh c'hoazh e voe lakaet an urzh da ren gant un tiegezh soudarded ha Sethnac'ht, a oa da neuze vizir Egipt Izel moarvat, a gemeras ar galloud hag a lakaas e vab, a vo anvet Ramses III evel kenrener kerkent ha ma pignas war an tron.

Kouezhet e oa rouantelezh an Hittited dindan argadoù "Pobloù ar Mor" a zrastas war o hent kêrioù keodedoù Azia-Vihanañ ha Kiprenez, kêrioù bro Alalakh, Ougarit ha Karkemish. Hervez ar mammennoù, an testennoù a zanevell kurioù ar faraon e templ bras Medinet-Habou, e oa gronnet Henegipt a enebourien : gant ar Shardaned (bet tostaet da anv ar Sarded), gant Likiaiz, an Toureshed, an Ac'hiyaouaed (an Akeaned war a greder), ar Beleseted (ar Filistined marteze), ha kement zo. Daoust d'un argad trizoubl deut eus ar c'harnôg, ar reter hag eus ar mor l'ouest, ha renet ur wezh ouzhpenn gant al Libianed e oa trec'h Egiptiz adarre en un emgann a lakaas un termen da viken d'ar c'hentañ aloubadegoù barbar-se.


Rizenn an amzerAozañ