Nefertiti
Nefertiti, diouzh he gwir anv Nefer Neferou Aton (a dalv « deuet eo an hini brav ») a zo rouanez vras Ejipt hag gwreg roue Amenofis IV (Akhenaton),unan eus rouaned diwezhañ an XVIIIvet tierniezh. Bevet he deus etre ar bloavezhioù 1370 ha 1333/34 a-raok JK.
Yaouankiz
kemmañOrin Nefertiti hag he hedad a chom c’hoazh ur c’hevrin evit an istorourien. Nefertiti a vefe merc’h Luy, unan eus gwragez kentañ ar faraon Aÿ ; marvet e vije honnezh goude bezañ ganet he merc’h. Ganet vefe neuze Nefertiti e Akhmin e norzh Ejipt (120 km eus Teba) ha desavet e vije bet dindan evezh ur vagerez anvet Tity ll.
Renad Nefertiti
kemmañEurediñ a reas Nefertiti gant Amenofis IV pa oa 15 vloaz, ar pezh a cheñchas he buhez penn-da-benn, hag istor Ejipt da-heul. Anavezet e oa ar c’houblad-mañ evit bezañ unanet hag galloudus-tre e-pad o renad war Ejipt eus 1353 betek 1336 a–raok JK.
Ur perzh politikel ha relijiel pouezus he doa bet Nefertiti e-kichen Amenofis e-pad he renad, dreist-holl o vroudañ azeulerezh Aton, o levezoniñ an arzoù hag o sevel ur gêr benn nevez pell dioueh Teba añvet Akhetaton (pe Armara). Mont a reas Nefertiti diwar-wel en un doare kevrinus e-pad renad he gwaz, Hervez an istorourien e vefe bet lazhet Nefertiti gant ur c’hleñved, met ur c’hevrin eo c’hoazh. Goude marv Nefertiti hag he gwaz e voe dilezet Akhetaton hag ankounaet ar c’houblad e-pad miliadoù a vloavezhiou. Distreiñ a reas he brud gant furchadennoù un arkeologour alaman en XXvet kantved.
Roudoù Nefertiti
kemmañPennzelwenn Nefertiti
kemmañUr bennzelwenn eus Nefertiti, kizellet 3 000 bloaz zo en atalier Thoutmes, un arzour eus lez ar roue ejipsian, a zo bet dizoloet e Armara (Akhetaton da vare Nefertiti) gant skipailh Ludwig Borchardt, un arkeologour alaman, d’ar 6 a viz Kerzu 1912. Miret e un doare disp a voe lavaret gant Ludwig Borchardt e-unan « n’o deus ket fiñvet e livioù kement-se ha fesoù he dremm a laosk da soñjal eo bev Nefertiti ». Gwelet e vez en oberenn-se penaos e oa lakaet war wel braventez Nefertiti gant an arzourien e-pad he buhez.
Deuet eo pennzelwenn Nefertiti da vezañ anavezet evel skouerenn kened ar maouezed.
Unan eus oberennoù talvoudusañ ha brudetañ an Henamzer eo pennzelwenn Nefertiti, a vez miret bremañ e mirdi Neues Museum e Berlin. E skeudennoù all bet adkavet gant arkeologourien, e vez kinniget Nefertiti he-unan gant arouezennoù ispisial ar faraoned.
Ur rouanez awenus
kemmañAwenet he deus Nefertiti kalz a arzourien :
E skridoù faltazi da skouer
kemmañ-Nick Drake, Néfertiti la parfaite, Plon, 2006
-Michelle Moran, Les rêves de Néfertiti, Presses de la Cité, 2008
E filmoù, da skouer
kemmañ- 1961 : Néfertiti, reine du Nil sevenet gant il Fernando Cerchio
- 1962 : Toto vs. Maciste sevenet gant Fernando Cerchio
- 1994 : Néfertiti, la fille du soleil sevenet gant Guy Gilles
- 2007 : La Reine Soleil sevenet gant Philippe Leclerc.
C’hoarioù videoioù da skouer
kemmañ- Nefertiti a zo un dudenn gwelet alies e-barzh Animal Crossing didan anv« Neferti »