Ac'henaton
Navet faraon an XVIIIvet tierniezh eo Ac'henaton, bet anvet da gentañ Amenhotep IV. Manethon a rae Amenofis (Αμένοφις) deus outañ. Lakaat a reer e ren da gregiñ e -1355/-1353 ha da echuiñ e -1338/-1337.
Ac'henaton/Amenhotep IV | ||||||||||||||||||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
Ac'henaton, 9vet faraon an XVIIIvet tierniezh | ||||||||||||||||||||||
Kizeladenn, Mirdi Kaero. | ||||||||||||||||||||||
Tierniezh | XVIIIvet tierniezh | |||||||||||||||||||||
Ren | bloavezh ~-1355 da -1337 | |||||||||||||||||||||
Anvioù | ||||||||||||||||||||||
Anv Sa-Ra |
imn htp ntr hq3 iunu (Amenhotep Netjer Heka Iounou) Amon en deus bet e c'hoant, Penn-doue Heliopolis deuet da vezañ goude 4 bloaz:
ˁḫ n itn (Ac'henaton) Aton en deus bet e c'hoant | |||||||||||||||||||||
Anv Nesout-Bity |
nfr ḫpru rˁ uˁ n rˁ (Neferc'heperoura Ouaenra) Oberennoù Ra a zo dibar | |||||||||||||||||||||
Horus aour |
uts ḫˁu m iunu smˁ El de completa majestad en Iunu (Heliopolis) deuet da vezañ goude 4 bloaz:
uts rn n itn An hini a ganmeul anv Aton | |||||||||||||||||||||
Anv Nebti |
Usr nsyt.m iptsut Gran majestad de Tebas deuet da vezañ goude 4 bloaz:
usr nsyt m nḫt 3ḫt itn De gran majestad en Ac'hetaton | |||||||||||||||||||||
Anv Horus |
k3 nḫt q3 sut (Kanec'het kasout) Tarv galloudus, lakaet uhel gant Amon deuet da vezañ goude 4 bloaz:
mr itn (mer Aton) Karet eus Aton | |||||||||||||||||||||
Anv gresianeg | Amenophis (Αμένοφις) IV | |||||||||||||||||||||
Buhez | ||||||||||||||||||||||
Marvet | -1337 | |||||||||||||||||||||
Douaret | Bez roueel Ac'henaton | |||||||||||||||||||||
Monumantoù pennañ | El-Amarna | |||||||||||||||||||||
Familh | ||||||||||||||||||||||
Rouanez | Nefertiti | |||||||||||||||||||||
Gwragez all | Kiya Meritaten, Anc'khesenpaaten, Anc'hesenpaaten-ta-sherit | |||||||||||||||||||||
Tad | Amenhotep III | |||||||||||||||||||||
Mamm | Tiye | |||||||||||||||||||||
Bugale pennañ | Meritaten, Meketaten, Anc'hesenpaaten, Neferneferouaten Tasherit, Neferneferoure, Setepenre,Toutanc'hamon? |
Sellet e vez outañ gant lod evel unan eus kevrinelourien veur istor ar Bed. A dra sur, d'an nebeutañ, ez eo e ren un dispac'h en istor Henegipt, pa glaskas rediañ an Egiptiz da azeuliñ en un doare strizh Ra-Horakhty, "hag a zo en Aton". Lavaret a rae e oa-eñ e brofed hag e enkorfadur. E-doug Ren Ac'henaton e oa krouet ivez ur genedouriezh nevez, barok ha naturalour war un dro : an arz Amarnian.
Un dispac'h relijiel
kemmañAc'henaton a lakaas war sav ar c'hentañ relijion undoueour anavezet an istor, azeulerezh kant an heol, Aton.
Tro-dro da -1355/-1353 e savas Amenhotep IV war dron Henegipt, hag eñ c'hwezek vloaz hepken. Kurunennet e oa dindan an anv Neferc'heperoura ("Dispar eo diskuliadurioù Ra") Ouaenra ("Hini nemetañ Ra"). Evit abegoù anavezet fall c'hoazh, met moarvat dre ma n'em sante bevennet gant mirouriezh hag enebiezh kloer Teba, e tibabas dilezel azeulerezh an doue tiernezhel Amon, an "doue kuzh", e trede pe pevare bloavezh e ren.
Kemm a reas e ditladur evit kemer an anv Ac'henaton, "Aton en deus bet e c'hoant", hag e kuitaas kêr Amon, Thebai, evit krouiñ ur gêr nevez, gwerc'h eus an doue tebat. Dibab a reas ul lec'h didud e Kreiz Egipt, war tu reter an Nil, evit sevel, adalek bloavezh IV/V e ren, kêr Ac'hetaton ("dremmwel Aton"), anvet Tell el-Amarna hiziv an deiz, 300 km bennak e hanternoz Thebai.
Holl al lez hag ar melestradur roueel a ziannezas er palez nevez, diechu c'hoazh, ma oa dediet an temploù d'an doue nemetañ : Aton. Savet e oa an temploù-se hep toenn, d'e vannoù madoberus da c'hallout tizhout an diabarzh.
Alies e vez lakaet an dispac'h sevenadurel ha relijiel-mañ war gont Ac'henaton hepken, koulskoude, war a hañval, ne reas ken rentañ ofisiel ur pleg a oa diwanet e-pad ren e dad, Amenofis III. Nicolas Grimal a gomz eus un « heoladur »[1] eus an doueed pennañ dindan ren ar faraon-se ha kehelerezh strizh kant an heol a vefe e zisoc'h poellek[2].
A-raok Ac'henaton, Aton a oa un doue dister, testeniekaet abaoe ar Grennimpalaeriezh. Da vare an nevezimpalaeriezh, Thoutmose III a oa en em lakaet en e warez hag Amenhotep III, a oa unan eus e ditloù « Sked Aton », en doa broudet azeulerezh an doue.
Pelloc'h ez eas Ac'henaton avat : gourc'hemenn a reas distrujañ skeudennoù kehelerezh an doueed kozh hag e reas eus kant an heol an doue hollek, an Hini Nemetañ « n'en deus ket e bar», krouer ar bed a gas e grouidigezh da benn en-dro da vare pep sav-heol.
Skeudenn Aton war an douar eo ar faraon, e « vugel disi » ; gant ar wreg roueel vras, Nefertiti, e oa an hanterour nemetañ etre an doue hag an dud. Evel an triad Amon – Mout – C'honsou ez a ar c'houplad real d'ober gant Aton un triad doueed azeulet e annezioù an uhelidi.
War a seblant e oa bet ren ar faraon en e varr er bloavezh XII. Lidet e oa ur gouel meur er gêrbenn ma tegasas kannaded roueedigoù Palestinia, Nubia, ha Kouch, o donezonoù d'ar faraon ha d'e wreg.
Un dispac'h arzel
kemmañDiwan a reas ur c'hiz nevez a-grenn en arz dindan ren Ac'henaton. Komzet e vez eus arz amarnaek.
Ur prantad du eus istor Egipt?
kemmañPolitikerezh diavaez
kemmañE Siria hag e Palestinia, an Hittited hag an Amorrited a grignas tamm-ha-tamm an douaroù gounezet gant Thoutmose III. Roue Qadesh, kevredet gant an Hittited, a aloubas norzh Siria, tra ma tage Souppilouliouma (-1382 / -1342) hag Assourouballit Iañ ar Mitanni a oa kevredet gant Egiptiz. Diouzh e du, roue Amourrou a gemeras meur a greñvlec'h war aodoù Fenikia. Daoust da c'houlennoù e wizien, Ac'henaton ne zeuas ket d'o sikour, hag e kollas abalamour d'e emzalc'h kêrioù Sidon, Tir ha Biblos e Fenikia. E-keit-se, strolladoù kantreerien preizherien, an Hapiroued, a gemeras Megiddo ha Jeruzalem. E diwezh ar ren, ne chome hogos netra eus impalaeriezh an Dhoutmoseed kentañ en Azia.
Fin ren Ac'henaton
kemmañA bep seurt kevrinoù a zo tro-dro da varv Ac'henaton. Ne ouier ket pegoulz e varvas, na penaos: e warlec'hidi o deus graet ar pezh a c'hellent evit diverkañ roudoù ar roue disivouder. D'ar muiañ tout e ouier e vez deiziet evit ar mare eus bloavezh XVII pe XVIII e ren an arroudoù diwezhañ a veneg anezhañ.
Notennoù
kemmañ
En e raok Amenhotep III |
Ac'henaton XVIIIvet tierniezh ~-1355 da -1337 |
War e lerc'h Smenc'hkare |
|
Porched Egiptopedia | Adkavit pennadoù Wikipedia a denn da Henamzer Egipt :
Istor | Douaroniezh | Labour-douar | Aozadur politikel | Faraoned | Arz | Mitologiezh | Doueed | Buhez pemdez | Levrlennadur | Geriaoueg |