An Anv Horus zo unan eus ar pemp anv a yae d'ober titloù ar faraoned.

Hevelebekaat ar ra ar faraon ouzh an doue Horus, mab ha warlec'hiad Osiris, ha mestr Hierakonpolis a zeuas Narmer, ar roue kentañ, anezhañ. An anv koshañ eo. Kavout a reer atav skeudenn ar falc'hun a arouez Horus (Her) dirazañ, ar pezh a zispleg e anv.

Skouerioù :

  • Toutânc'hamon : « An Horus Ka nac'ht tout mesout » (Tarv galloudek, disi abaoe e c'hanedigezh)
  • Amenhotep III : « An Horus Ka ouser c'hâe em Maât » (Tarv galloudek a anad skedus evel Maât) ;
  • Nec'htnebef I : « An Horus Chema » (an hini nerzhus) ;

Lod eus ar faraoned, ar re goshañ dreist-holl, n'int anavezet nemet dre o anv Horus.

En amzerioù koshañ e veze skrivet an anv-se e-barzh ur serec'h :

G5<h1
SPACE
 
 

SPACE
h3>


Ar pemp anv titl implijet adalek ar faraon C'hefren zo :