Horus
Horus eo anv gresianek unan eus koshañ doue an Henegipt, an doue falc'hun ḥr. E anv a dalvez moarvat "An hini zo a-us" pe "An hini a zo pell". Marteze a-walc'h e veze azeulet Horus adalek ar Ragistor. Ar roll rouanez a gaver war papirus Turin a ra warlerc'hidi Horus eus ar rouanez a renas Bro-Egipt goude ren an doueed. Kavout a reer dija ar falc'hun sakr war bladenn Narmer, e deroù ar prantad istorel, hag adalek neuze e vo atav liammet ouzh rouanez an Henegipt.
Horus | |||||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
|
Mojenn Horus
kemmañHorus ha Seth
kemmañGoude marv Osiris hag e zilec'h d'ar bed dindanzouar e oa bet maget e vab Horus gant e vamm Isis, e surentez e geunioù an delta. Pa oa deuet d'e vent e klaskas adkemer kurunenn e dad digant Seth en doa dalc'het anezhi dre nerzh.
Mont a reas dirak lez-varn an Navad Bras. Re an hini a oa e penn al lez-varn ha Tot e oa ar grefier. Komz a reas eus muntr e dad gant Seth, hag eus an tron Egipt a oa bet skrapet digantañ. Teneraat a ra kalon ar varnerien met en arvar e chomont dirak arguzennoù an div gostezenn o vont a-du gant an eil hag egile a-bep-eil.
Emañ ar gwir gant Horus. Met ne c'hall ket an doueed tremen hep skoazell Seth a-enep an aerouant Apopis.
Isis a ra trouz abalamour da sikour he mab met difennet eo outi dont en-dro dirak al lez-varn. Met Isis a gemer neuz ur fulenn a blac'h ha, deuet da sellet ouzh ar varn er stumm-se, e teu a-benn da zesev Seth. Goulenn a ra e sikour : Un estren, emezi en deus laeret deñved he fried marv digant he mab. Disklêriañ a ra Seth neuze emañ ar gwir gant he mab hag e tlee bezañ restaolet e hêrez dezhañ. En em ziskouez a ra Isis en he stumm gwirion neuze. Seth en deus barnet e gaz e-unan !
Kinnig a ra Seth neuze en em gannañ gant Horus hag asantiñ a ra hemañ. Stourm a reont dindan stumm daou zourvarc'h dindan dourioù an Nil. Klask a ra Isis Sikour he mab o teurel un treant en dour. Ar wezh kentañ e c'hloaz he mab hag an eil, teneraet gant klemmoù he breur Seth he deus gloazet, e lez anezhañ da zistreiñ d'an emgann en-dro. Hag Horus, droug ennañ, er-maez eus an dour, ha troc'hañ he gouzoug diwar he fenn hag eñ kuit gantañ.
Hudourez eo an doueez. Hi ha kemer stumm un delwenn ha mont davet an doueed all. Pareet e voe gant Tot met ur penn buoc'h a rankas hennezh lakaat war he divskoaz e-lec'h an hini orin. Abalamour da se e vez diskouezet gant kerniel hir.
Neubeut amzer goude-se, Horus zo dizoloet kousket en un oaziz gant e eontr a ziframm e zaoulagad digantañ ha e lez da vervel er gouelec'h. Degouezhout a ra Hator gantañ hag e pare an doue yaouank o fennañ laezh ur c'hazelenn war e c'houlioù.
Erru skuizh gant o drougoberoù e c'houlenn Re digante en em glevet diouzhtu. Ijinañ a ra Seth un dro-widre evit trec'hiñ e niz memes tra met mont a ra e denn er c'hleuz. dic'hoanaget an tamm anezhañ e c'houlenn neuze ouzh an Navad Bras ma vint barnet diwar disoc'h un duvel : Pep hini a savo ul lestr maen hag e vo ur redadeg war an Nil. Mont a raio kurun Egipt gant an trec'hour. Asantiñ a ra Horus diouzhtu.
Sevel a reas Seth e vazh ha skeiñ gant krec'h ur menez. Neuze e savas ur pezh bag maen solut hag e stlejas anezhañ betek ar stêr. Edo bag Horus war an dour dija rak an doue yaouank en doa savet ur vag gant prenn pin, e kuzh, ha goloet anezhañ gant plastr evit reiñ neuz ar maen dezhañ. Pa glaskas Seth lakaat e vag war an dour e oueledas betek deun an Nil hag an Nevad Bras ha c'hoarzhin. Setu Seth ha lammat en dour hag o kemer stumm un dourvarc'h adarre hag eñ mont da vag horus. Dispenn a reas anezhañ hag ar vag a yeas da zeun an dour ivez. Hag Horus krog en ur speg ha mont da Seth met urzhiañ a reas an Navad Bras chom a-sav.
"Pevar-ugent vloaz eo padet ar prosez", a glemmas Horus, "lavaret zo bet e oa ar gwir ganin bewech ha n'eo ket echu". Goulenn a reas Re gant ar re all petra ober. Neuze, Geb, aotrou an doueed, a vodas an navad en-dro dezhañ hag e roas e varnedigezh diwar-benn tabut an daou zoue. "Kerzh d'al lec'h ma'z out bet ganet", emezañ da Seth ha da Horus : "Kae bremañ d'al lec'h ma oa bet beuzet da dad". Rannañ a reas neuze ar vro etre Seth a lakaas roue war Egipt izel hag Horus a lakaas roue war Egipt uhel.
Horus avat a zisklêrias ne oa ket reizh kemer hêrezh e dad digantañ. An doueed Chou ha Tot a lakaas neuze an Navad Bras da skrivañ ul lizher da Osiris. Goude ur pennad e teuas ar c'hannad en-dro, gantañ ul lizher fuloret a-berzh roue ar re varv. Goulenn a rae perak e oa bet laeret an tron digant e vab. Ha goulenn hag eñ o doa disoñjet an doueed e oa eñ, Osiris, en doa graet donezon prizius an heiz hag ar gwinizh d'ar bed. Droug a yeas e Ra pa glevas ha kas a reas ur respont leun a rogentez da Osiris. Goude meur a zevezh e tistrosa ar c'hannad en-dro, skuizh-divi Ha toth a lennas al lizher d'an doueed : " Petra dalvez oberoù an Navad? En em dennet eo ar justis er vro dindanzouar. Leun eo bro ar re varv a zrouksperedoù na zoujont na doueed na doueezed. Ma kasan anezhe e bed ar re vev e tigasint ganto kalonoù an dorfedourien betek lec'h ar c'hastiz. Piv en ho touez zo galloudekoc'h evidon? An doueed zoken a rank mont en diwezh d'ar C'hornôg Kaer". Pa glevas, memes krouer ar bed a voe spontet. Seblantout a reas neuze da C'heb, a-daol-trumm ne oa ket reizh e vije heñvel lodenn Horus hag hini Seth. Daskoriñ a reas eta e hêrezh da Horus, abalamour ma oa mab e gentañ mab. Neuze e teuas Horus da vezañ Faraon. Graet e voe anezhañ unvaner an div vro (Egipt Izel hag Egipt Uhel), anvet gant Tatenen, e kreisteiz e voger, aotrou ar beurbadelezh. Lakaet e voe papirus ha korz war dorioù doubl ti Ptah evit aroueziñ ar peoc'h skoulmet a-nevez etre Seth ha Horus.
Bugale Horus
kemmañGraet e vez « pevar bugel Horus » eus an doueed bihan a ra war-dro flugez ar re varv miret el listri kanopat : Amset (dezhañ penn un den) ; Hapi (dezhañ penn ur babouz) ; Douamoutef (dezhañ penn un aourgi) ; Kebec'hsenouf (dezhañ penn ur falc'hun).
|
Porched Egiptopedia | Adkavit pennadoù Wikipedia a denn da Henamzer Egipt :
Istor | Douaroniezh | Labour-douar | Aozadur politikel | Faraoned | Arz | Mitologiezh | Doueed | Buhez pemdez | Levrlennadur | Geriaoueg |