Hapi, Douamoutef, Amset, ha Kebec'hsenouf eo anv pevar mab an doue henegiptat Horus. Meneget e vezent en urzh-se e enskrivadurioù ar piramidennoù[1]. Ne ouzer ket piv e oa o mamm.

Listri kanopat egiptat dezho penn bugale Horus.

En deroù, hervez, E. A. Wallis Budge[2], e tougent ar pevar c'horn eus oabl Horus. Pep hini a oa sañset bezañ rieged war ur c'hard eus ar bed hag en diwezh e teujont da vezañ doueed ar pevar avel : Hapi a oa hini an norzh, Douamoutef a oa hini ar reter, Amset a oa hini ar su, ha Kebec'hsenouf a oa hini ar c'hornôg.

Difenn a raent flugez balzamet ar re varv. Karget e oa Bugale Horus da wareziñ pep a organ disheñvel lakaet gant ar balzamer e pep a lestr kanopat disheñvel.

Pa veze sellet ouzh ar galon evel ouzh al lec'h ma veze an ene o chom, e veze lezet anezhi e-barzh ar c'horf balzamet. Soñjal a rae an Egiptiz ivez ne dalveze ket an empenn 'met da broduiñ gludenn. Lakaet e veze da vont da liñvenn gant aozadennoù a-ratozh ha tennet e veze diouzh ar glopenn. Chom a rae eta ar stomog (hag ar vouzellenn voan), ar skevent, ar bouzelloù hag an avu a veze miret pep hini en ul lestr disheñvel.

Lakaet e veze pep lestr kanopat er bez e tu an hini eus ar pevar avel a oa liammet gant doue gwarezer al lestr kanopat-se. Al lestr gwarezet gant Hapi, da skouer, a veze lakaet en norzh abalamour ma oa Hapi doue an norzh.

Pep hini eus al listri kanopat a veze gwarezet d'e dro gant un douez evel ma veze gwarezet ar pezh a oa e-barzh gant unan eus bugale Horus.

Setu amañ da-heul roll al listri gant an organ a veze miret enno, anv an doue hag an doueez gwarezer, hag an tu eus ar bez ma veze lakaet :

A-wezhioù e vez graet o zad eus an Faraoned marv e enskrivadurioù ar piramidennoù[3] abalamour ma oa adenkorfadur Horus war an Douar. Ambroug a reont an hini marv er bed all, daou anezhe a bep tu dezhañ hag e tiskouezont an hent dezhañ[4]. Pellaat a reont ar sec'hed hag an naon dioutañ hag e warezont anezhañ pa vez ezhomm[5].

Graet e veze ivez ar Re Skedus, gwarezerien korf Osiris, eus pevar mab Horus, a-gevret gant Maa-atef-f, C'heri-bek-f, hag Horus-C'henti-maa.

  1. Piramidenn Ounas, l. 219; Piramidenn Teta, ll. 60, 286; Piramidenn Pepi I., ll. 444, 593, ha kement zo.
  2. Budge, E. Wallis. The Book of the Dead: The Papyrus of Ani. (1895)
  3. Piramidenn Pepi I., l. 593
  4. Max Müller Recueil de Travaux, t. vii., p. 150 (ll. 261-63).
  5. Max Müller Recueil de Travaux, t. viii., p. 91 (l. 593
A56
Porched Egiptopedia
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn da Henamzer Egipt :

Istor | Douaroniezh | Labour-douar | Aozadur politikel | Faraoned | Arz | Mitologiezh | Doueed | Buhez pemdez | Levrlennadur | Geriaoueg