Anv Nesout-biti
Nesout-bity e hieroglifoù | |||
|
An anv Nesout-bity (n(y)-swt-bity en e dreuzlizherennadur) eo an « anv kurunadur » a veze e-mesk ar pemp anv a dalveze da ditloù d'ar faraoned adalek an Henimpalaeriezh. Skrivet e oa en ur skoedenn.
N(y)-swt-biti, da lâret eo « an hini zo d'ar broen (swt) ha d'ar gwenan (biti) », troet gant an egiptologourien gant « Roue Egipt Uhel hag Izel », a dosta ar rouanez d'ar plant ha d'al loened arouezius eus div lodenn ar rouantelezh.
An anv Nesout-biti a vez anvet ivez prænomen (da lâret eo « anv-badez », daoust ma n'en deus mann da welet gant un anv-badez a-vremañ) pe c'hoazh « anv kurunadur ».
Skouerioù :
- Toutânc'hamon : « Neb kheperou Rê » (Rê eo mestr an treuzfurmadurioù) ;
- Amenhotep III : « Neb Maât Rê » (Rê eo aotrou ar Maât) ;
- Nekhtnebef iañ : « Kheper ka Rê » (adc'henel a ra ka Rê).
Heuliet eo an titl-se gant « anv ganedigezh » Faraon, an anv Sa-Rê (mab Rê), en ur skoedenn.
Ar pemp anv titl implijet adalek ar faraon C'hefren zo :
- An anv Horus,
- An anv Nebti,
- An anv Horus aour,
- An anv Nesout-biti,
- An anv Sa-Rê.