Commentarii de bello civili
Commentarii de bello civili zo un oberenn savet e latin gant Julius Caesar[1] diwar-benn an darvoudoù a c'hoarvezas adalek ar 1añ a viz Genver -49 betek dibenn miz Du -48 e-kerzh ar Brezel diabarzh etre Caesar ha Pompeius harpet gant pep a armead soudarded. Dont a ra goude Brezel Galia kontet en De Bello Gallico.
Er bloaz 49
kemmañEus ar bloaz 49 ez eus kaoz el levrennoù I ha II. Gant seizh lejion e kerzh Caesar war-du Roma, ma tec'h Pompeius war-du ar reter. Ha Caesar da lakaat seziz war Marsilha. Trec'h eo Caesar e Spagn.
Er bloaz 48
kemmañEl levrenn III ez eus anv eus trec'h Caesar en Emgann Pharsalos, ha tec'hadenn Pompeius da Aleksandria.
Levrlennadur
kemmañ- (fr) Fabre, Pierre (troer). La Guerre civile. Paris : Les Belles Lettres, 1972
- (fr) Nisard, Désiré (troer). La Guerre civile. CreateSpace Independent Publishing Platform, 2017 (ISBN 978-1-5447-7641-5)
Notennoù
kemmañ- ↑ (la) 'Commentariium libri III de bello civili'. Kavet : 17/01/2024.