Emgann Thapsus
Emgann Thapsus | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
Brastres emgann Thapsus gant Andrea Palladio, 1619 | |||||||
| |||||||
Emgannerien | |||||||
optimates - republikaned virour | populares - kostezenn Julius Caesar | ||||||
Pennoù-brezel | |||||||
Metellus Scipio† Juba Iañ a Numidia (Cato Utika†) | Julius Caesar | ||||||
Niver a emgannerien | |||||||
-dianav- 10 lejion da nebeutañ 2 500 marc'heg numidian 60 olifant | -dianav- 10 lejion da nebeutañ | ||||||
Tud lazhet | |||||||
30 000 den marv | 1 000 den marv |
Emgann Thapsus a c'hoarvezas d'ar 6 a viz C'hwevrer 46 kent JK, e-pad ar brezel-diabarzh roman a enebas an optimates ouzh ar bpopulares, e-tal Thapsus en Afrika (Ras Dimas hiziv an deiz, e Tunizia). Arme an tu mirour (an optimates), renet gant Metellus Scipio, hag e gevredad Juba Iañ a Numidia, a vrezelias ouzh nerzhioù Julius Caesar. Trec'h e voe lu hennezh war ar republikaned virour. A-drugarez d'an trec'h-mañ e tostaas c'hoazh Caesar ouzh ar galloud diharz.
War-lerc'h an emgann e kendalc'h Caesar gant e hent war-zu Utika e-lec'h m'en em zistruj unan eus e enebourien ziwezhañ, Cato Utika, o klevet keloù faezhidigezh e vignoned (marvet eo Metellus Scipio e-kerz an emgann).