Triumvirelezh kentañ
An Driumvirelezh kentañ, e dibenn Republik Roma, a voe un emglev politikel etre Caesar, Pompeius ha Crassus.
Ar bennc'hoarerien
kemmañE 70 kent JK e voe dilennet daou gonsul nevez e Roma :
- ar jeneral Crassus, un den pinvidik-kraz hag a oa deuet da gaout brud vat abalamour d'e drec'h war emsavadeg ar sklaved, renet gant Spartacus e -74,
- Pompeius, en doa dilamet Sertorius e Spagn.
Sellet e veze ouzh Caesar evel un alvokad dispar o kas ur c'hoñsul bet dirak al lez-varn. Caesar ha Crassus, demagogourien c'hoantek an daou anezho, en em lakae e-tu ar populares, ar re a oa a-enep da vrientinelezh mirour ar Sened. Pompeius a veze harpet gant an optimates. Kanmeulet e veze Pompeius peogwir en doa distlabezet ar Mor Kreizdouar eus morlaeron Kilikia hag a-drugarez d'e ergerzh-brezel a-enep da Vitridates etre 67 ha 63 kent JK, tra ma voe dilennet Caesar e -63 da veleg-meur (pontifex maximus) a-drugarez d'un droiad evit an dilennadegoù paeet gant Crassus.
An driumvirelezh
kemmañSkoulmet eo an driumvirelezh kentañ ganto e 60 kent JK, dre guzh, rak tost da spered an dud e chom c'hoazh irienn Catilina e 63 kent JK. Pal kentañ oc'h emglev, talvoudek pemp bloaz, a oa dilennadeg Julius Caesar da goñsulerezh 59 kent JK. Tizhet e oa bet ar pal-se a-nevez a-drugarez da arc'hant Crassus a baeas an droiad evit an dilennadeg-se adarre. War-lerc'h e goñsulerezh e tapas Caesar prokoñsulerezh Galia Narbonensis, Galia Cisalpina hag Iliria. Kregiñ a ra diouzhtu gant aloubidigezh Galia vlevek. E 56 kent JK eo adnevezet an emglev e Galia Cisalpina, peogwir ne c'hell ket Caesar kuitaat an dachenn dindan e veli hep kaout ar riskl da vout tamallet gant e enebourion bolitikel. Dilennadegoù Pompeius ha Crassus hag astenn amzeriad Caesar e Galia eo ar palioù rakwelet ar wech-mañ. Harpet gant dalc'hidi Caesar e vez dilennet Pompeius ha Crassus evit ar bloavezh 55 kent JK hag ar re-se a lak da votiñ astenn amzeriad Caesar betek 50 kent JK. E dibenn o magistradelezh e resev pep hini ur brokoñsulerezh : Crassus e Syria, Pompeius en Hispania.
Dibenn an driumvirelezh
kemmañTrec'het ha lazhet eo Crassus gant ar Barted avat. A-hend-all ez a Julia, merc'h Caesar ha gwreg Pompeius, da anaon o terriñ unan eus al liammoù a unane an daou zen-se. Broc'hañ a reont evit ar galloud da neuze : e -50 e nac'h Caesar disoudardañ e lejionoù, e-keit ma ra dalc'hidi Pompeius o seizh gwellañ evit ma vefe nac'het un eil koñsulerezh da gCaesar e -49. En emgann Farsalia e -48 eo trec'h Caesar war bPompeius. Hennezh a dec'h kuit betek Egipt e-lec'h m'eo drouklazhet a-raok donedigezh e enebour. Anvet eo Caesar da ziktatour met drouklazhet eo d'e dro d'ar 15 a viz Meurzh 44 kent JK.
An driumvirelezh hag ar sened
kemmañRet eo lavaret ne oa ket bet an driumvirelezh kentañ-se anavezet en un doare ofisiel gant ar sened. N'eo nemet un emglev prevez etre Pompeius, Caesar ha Crassus. An driumvirelezh anavezet evit ar wech kentañ gantañ a voe « triumvirelezh vonreizhañ » -43, magistradelezh nevez, etre Marcus Antonius, Octavius ha Lepidus evit rannañ ar galloud hag an impalaeriezh.