Lennegezh latin
N’eo ket peurechu ar pennad c’hoazh.
Ma fell deoc’h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc’h ali er bajenn Kaozeadenn Porched al lennegezh.
Iskevrennad eus | lennegezh |
---|---|
Rann eus | Latin and classical Greek literature |
Istor | history of Latin literature |
Al lennegezh latin a zo bet ul lennegezh puilh, savet e mare ar Romaned ha kelennet e-pad kantvedoù diwar ezhommoù an Iliz katolik roman. Pa veze al latin yezh ha danvez-studi ar c'hlasoù e skolioù ar Grennamzer e reer ar c'hlasoù eus an holl draou a denn d'al latin. Meur a arroudenn tennet eus an oberourien latin a zo anavezet c'hoazh, a drugarez da vannoù treset Asteriks paneveken.
Ar c'hentañ oberennoù lennegel e latin anavezet mat a zo pezhioù-c'hoariva fent Plaotus e diwezh an 3de kantved kent Jezuz-Krist. Diskouez a ra ar yezh bezañ pinvidik ar c'heriaoueg anezhi. Produerezh ur gevredigezh sevenet a-bell ha levezonet gant ar gresianeg eo. Koulskoude e o bet ur skoilh war hent lennegezh latin p'en deus klasket an oberourien mirout e unvanded dirak levezon ar gresianeg hag emdroadur ar yezh komzet dreist-holl.
Meur a wech en deus klasket oberour-mañ oberour chom etre harzoù al lennegezh latin klasel m'en doa desket er skol (skol ur mestr unan, emichañs) dre lenn an oberourien gozh. Ret eo bet ledanaat tamm ha tamm tachenn al latin lennegel ha ne oa tech ebet gant ar Romaned treiñ o spered daved ar mennozhioù difetis. Lavaret e vez e oa ar Romaned kouerien chikanerien da gentañ, gwelloc'h e o vleud gant traou ar Gwir. Koulskoude ul lennegezh eus ar c'hentañ eo bet al lennegezh latin p'en deus levezonet istor Europa e-pad 22 kantved. Ha n'eo echu c'hoazh hec'h istor-dezhi ha pa n'eo ket desket puilh al latin ha goulennet sevel testennoù latin er skol evel m'eo bet betek derou an 20vet kantved.
Istor berr al lennegezh latin
kemmañYezh ur skourr an Indezeuropiz a yeas da aloubiñ Italia war-dro - 1400 eo al latin, dezhañ div yezh italek nes an oskeg hag an ombrieg. Deskiñ a reas al Latined o chom el Latiom e kreiz Italia treuzskrivañ dre al lizherenneg degaset dezho gant an Etrusked a oa deuet d'en em staliañ e Norzh o ziriad.
Goude m'o deus tud ar gêr-benn latin, Roma hec'h anv, skarzhet ar beli etrusk e kreskas ar gêr dre lakaat ar pobloù amezeg dindan e he c'hazell-ye. Ar Romaned hag o riez milourel anvet Henroma (evit ober un diforc'h gant Kêr-Roma) a gaso da benn staliañ o veli war darnvuiañ ar bed a c'hellfent anavezout.
War-dro - 450 eo bet engravet Lezenn an XII taolenn, un neuz lennegel dezhi diwar an nebeut arroudennoù adskrivet a zo bet treuzkaset. Prezegennoù ofisiel Appius Claudius Caecus (war-dro 300) a veze lennet c'hoaz gant Kikero (- 101 - - 43).
Ar c'hoariva a zo bet un genad lennegel priziet-tre gant ar Romaned ha an testenn lennegel gentañ anavezet a zo 60 gwerzenn distag savet gant Livius Andronicus, hemañ ur saver pezhioù-c'hoari ha troour an Odysseia. Bet e oa bel Livius Andronicus ur sklav gresianek eus Tarento hag e reas berzh er IIIvet kantved kent Jezuz-krist pa oa ar Romaned o klask drevezañ ar stuzegezhioù gresian hag al lennegezh gresianek.
- Vergilius
- Horatius
- Publius Papinius Statius
- Marcus Valerius Martialis
- Propertius
- Publius Ovidius Naso
- Faeder (Caius Julius Faedrus)
Breutadennoù
kemmañC'hoariva fent
kemmañLennegezh kristen
kemmañ- Minukius Felix
- Tertullian (Caius Septimius Florens Tertullianus)
- Sant Yerom
- Arnobius
- Laktantius (Lukius Kaekilius Firmianus)
- Ausonius
- Sant Aoustin
- Ammianus Markellinus
Lizhiri
kemmañ- Kikero