Gisela Akitania
Gisela Akitania, pe Gisela Laon, (?-?) a vije bet pried Caribert Laon (696-747) ha mamm Bertrada Laon (726-783) a zimezas da Pepin Grenn (715-768) hag a voe roue ar Franked. Mamm-gozh da Garl Veur e vije neuze.
N'eus anv ebet eus pried ar c'hont Caribert e dihell ebet. N'eus meneg ebet anezhi en dihelloù a ra anv eus eured he merc'h Bertrada da Bepin e 744. Krediñ a reer e oa marvet a-benn neuze.
E 1915 e voe taolet evezh gant Anton Halbedel e oa anv e meur a garta eus Ode, merc'h d'un Théotar, e-touez tud lez Hardrad, ma kinnigas e oa hi an hini a oa pried ar c'hont. Met war-lerc'h labourioù Eduard Hlawitschka e voe dilezet ar vartezeadenn-se.